De Bello Gallico
Commentarii de Bello Gallico, pe De Bello Gallico, pe Brezel Galia, zo ul levr istor a zo anezhañ seizh levrenn diwar zorn Julius Caesar. Savet eo diwar notennoù skrivet gantañ a-hed ar brezel ha dastumet war-dro 52-51 kent JK. Kontañ a ra ar jeneral diktatour an oberoù-brezel kaset da benn gantañ, diwar an danevelloù savet gantañ, ha darnig gant e ofiserien uhelañ, da gas da Sened Roma (a daole evezh ouzh oberoù ar brokonsuled evel Caesar) e-kerzh brezel Galia a c'hoarvezas eus 58 da 52 kent JK, ur brezel renet ha gounezet gantañ. Un eizhvet levr a voe savet diwezhatoc'h gant Aulus Hirtius diwar-benn an emgannoù diwezhañ e 51 kent Jk ha saviad Galia en 50 kent JK.
N'eus arvar ebet diwar-benn an oberenn, met ar goshañ skouerenn anavezet anezhi a zeu eus marevezh ar garolingidi, un 800 vloaz goude an darvoudoù; gant se eo unan eus koshañ skridoù an Henamzer klasel, war-bouez skridoù an Testamant Nevez.
Danvez al levr
kemmañ- Levrenn I (bloavezh 58)
- Deskrivadur ar pobladoù galian ; divroadeg an Helveted ha brezelioù enep dezho ; brezelioù enep Germaned Ariovistus.
- Levrenn II (57)
- Brezeliadenn enep ar Velged.
- Levrenn III (56)
- Brezeliadenn enep pobloù Arvorig ; brezeliadenn Publius Crassus e Gallia Aquitania.
- Levrenn IV (55)
- Brezeliadenn enep Germaned ; kentañ treuzadeg ar Roen en Istor ; kentañ tro-vrezel en Enez Vreizh.
- Levrenn V (54)
- Eil tro-vrezel en Enez Vreizh ; emsavadeg an Eburones hag an Dreveri.
- Levrenn VI (53)
- Eil treuzadeg ar Roen ; peoc'hidigezh Norzh ha Kreiz Galia.
- Levrenn VII (52)
- Emsavadeg an holl bobloù galian ; seziz Avaricum ; Emgann Gergovia ; Emgann Alesia.
- Levrenn VIII (51 ha 50)
- Peoc'hidigezh Galia ; peurechuet an aloubadeg en oppidom Uxellodunum[1] ; stad Galia er bloaz 50.
Levrlennadur
kemmañ- (la) Commentarii de bello Gallico
- (fr) La Guerre des Gaules
- (de) Gelzer, Matthias & . Caesar, der Politiker und Staatsmann. Stuttgart : Franz Steiner Verlag, 2008 (ISBN 978-3-515-09112-1)
- (fr) Zehnacker, Hubert ha Fredouille, Jean-Claude. Littérature latine. Paris : Presses universitaires de France, 2013 (ISBN 978-2-13-060890-5)
- (fr) Canfora, Luciano. Jules César, le dictateur démocrate. Paris : Flammarion, 2020 (ISBN 978-2-08-020524-7)