Belged
Belged pe Belgae (e latin) e oa anv ur c'hengevredad bras a bobloù kelt a oa o chom en Galia an Hanternoz, etre Mor Breizh, lez kleiz ar Roen, lez hanternoz ar stêr Saena, adalek an trede kantved kent JK da vihanañ. Ne oant ket ur bobl eta, met un emglev politikel. Julius Caesar en deus graet meneg anezho meur a wech en e levr-brezel, De Bello Gallico. Darn eus pobloù kreisteiz Enez Vreizh ivez a oa Belgae.
Piv e oant
kemmañ- Darn anezho a oa Kelted : Remed, Bellovaked, Atrebated,...;
- Darn a ziskouez e oant Germaned : Nervied, Aduatuked, Condrusi, Menaped, Morined,...);
- Istorourien zo a gav e oa lod ha ne oant na Kelted na Germaned : (Paemani, Menaped,...).
Ar roll anezho
kemmañ- Ambianed (Amiens)
- Atrebated (Artois. Arras)
- Aduatuked
- Bellovaked (Beauvaisis. Beauvais)
- Condrusi
- Kaleted (Pays de Caux. Lillebonne < Juliobonna)
- Katusloged (etre ar Galeted hag an Ambianed), a bep tu d'ar stêr Bresle. Pobl bet dizolet e 1972 (Eu. Le Tréport)
- Eburoned
- Menaped
- Morined (Thérouanne. Boulogne)
- Nervied
- Segned
- Taxandres
- Veliokased (Vexin. Rouen)
- Viromandui (Vermandois. Vermand)
Istor
kemmañTrevadennet o devoa kreisteiz Enez Vreizh.
O anv a voe roet gant ar Romaned d'o froviñs Gallia Belgica. En XIXvet kantved e voe roet d'ur rouantelezh nevez, hini Belgia. Belgiz avat eo a vez graet eus tud Belgia, ar rouantelezh a hiriv.
Lennadur
kemmañ- Victor Tourneur, Les Belges avant César, Bruxelles, La Renaissance du Livre, 1944, 115p.
Pennad kar
kemmañLiammoù diavez
kemmañ