Morini
Ar Morini, pe ar Vorined[1], a oa ur bobl a veve e hanternoz Galia, e korn-bro Bononia (Boulogne-sur-Mer hiziv). E Thérouanne edo o c'hêr-benn da vare an Impalaeriezh roman. Anv a voe graet anezho, asambles gant o amezeien, ar Menapii, e-barzh Commentarii de Bello Gallico, al levr brezel skrivet gant Julius Caesar[2].
Ne ouzer ket mat pe ur yezh keltiek pe ur yezh c'hermanek a veze komzet ganto. Lod eus o anvioù-lec'h a ziskouez bezañ keltiek : Bononia da skouer, hogen Bononia germanorum a rae an istorour Zosimus eus ar gêr-se. Er c'horn-bro ma oant o chom e veze komzet flandrezeg er Grennamzer, ha bev e oa chomet ar yezh-se e kornôg ar vro, en-dro da gêrioù Boulogne ha Calais, betek fin ar mare-se.
Deveret eo an anv Morini, war a seblant, eus ar ger keltiek mori "ar mor", gant al lostger -no- (a gaver en anvioù pobloù all evel Ruteni, Santones, Turines pe Tigurini). Talvezout a rafe Morini eta kement ha « tud ar mor »[3].
Taget e voe bro ar Morini gant Julius Caesar e-pad e vrezelioù e Galia. Peuraloubet e voe o douaroù gant an impalaer Augustus etre 33 ha 23 kent JK, ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus ar pezh a anver Gallia Belgica. E-pad emsavadeg Verkingetoriks, e voe un armead a 5000 Morin o kemer perzh en emgann Alesia.
Notennoù
kemmañ- ↑ Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 244
- ↑ Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn 2.4
- ↑ Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34