Deal (Kent)
Deal zo ur gêr e kontelezh Kent, e gevred Breizh-Veur, war harzoù Mor Breizh ha Mor an Norzh (strizh-mor anavezet evel Fretum Gallicum e latin, The Channel e saozneg)
Deal | |
---|---|
Kastell Deal e dibenn an XIXvet kantved | |
51° 13' 21.36" N, 1° 24' 2.16" R | |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Bro | Bro-Saoz |
Rannvro | Gevred Bro-Saoz |
Kontelezh | Kent |
Distrig | Dover |
Poblañs hep kontoù doubl |
30 085 (2011) |
Maer | David Cronk (2017) |
Kod post | CT14 |
Kod pellgomz | 01304 |
Internet | www.deal.gov.uk |
Douaroniezh
kemmañAnv
kemmañAr meneg kentañ a gaver eus ur geriadenn eno, gant an anv Addelam, a gaver en Domesday Book e 1086. E 1158 e kaver ar stumm Dela (Feet of Fine Pipe Roll), ha Dale e 1275 (Rotuli hundredonum). Dont a ra eus ar ger hensaoznek dael a dalveze kement ha "traoñienn"[1].
Istor
kemmañE fin miz Eost 55 kent J.-K. e voe argadenn gentañ Jul Kaezar war Enez Vreizh. Deuet e oa ar Romaned a-benn da zilestrañ war aod Deal en abardaez. Ur porzh e teuas Deal da vezañ er Grennamzer. Savet e voe kestell tro-war-dro kêr gant Herri VIII : Kastell Sandown, Kastell Deal ha Kastell Walmer, evit difenn ar porzh diouzh argadennoù estren.
Notennoù
kemmañ- ↑ Eilert Ekwall, The Concise Oxford Dictionary of English Place-names, p.140.
Levrlennadur
kemmañ- Jul Kaezar : Brezelioù Galia.
- Michel Rambaud : L'art de la déformation historique dans les Commentaires de César. Belles Lettres. Paris. 1966
- Frank W. Jessup : A History of Kent. Phillimore. Chichester. 1974 - 1978
- John Morris : Domesday Book; Vol. 1 Kent. Phillimore. Chichester. 1983
- Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1984