Deki
Deki (aroueziet gant d) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-1, da lavarout eo un dekvedenn.
Da skouer e vez graet gant an dekilitr (dl) pe gant an dekimetr (dm).
Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar ger latin decimus a dalvez dekvedenn.
yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota |