Delwenn ar Frankiz

(Adkaset eus Delwenn ar frankiz)

Ar Frankiz o sklêrijennañ ar bed (Liberty Enlightening the World), brudetoc'h evel Delwenn ar Frankiz (Statue of Liberty), a zo unan eus brudetañ monumantoù kêr New York. War Enez Liberty emañ an delwenn, er c'hreisteiz da Vanhattan, en aber ar stêr Hudson, damdost da Ellis Island. Profet eo bet delwenn ar frankiz d’ar Stadoù-Unanet get ar C’hallaoued e 1886, evit lidañ kant vloaz disklêriadur dizalc'hded Amerika hag evel un arouez eus ar vignoniezh etre an div vroad. Lid-envel an delwenn a oa bet d'an 28 a viz Here 1886, gant prezidant Stadoù-Unanet Amerika, Grover Cleveland. Kizellet eo bet get Frédéric-Auguste Bartholdi eus Kolmar. Choazet eo bet get an arkitekt Eugène Viollet-le-Duc get petra e vo savet delwenn ar frankiz. Oc’hpenn bout monumant brudetañ New York eo deuet an delwenn-mañ da vezañ simbol ar Stadoù-Unanet hag ar Frankiz.

Diazezet eo ment, dalc'h, ha doare sevel Delwenn ar Frankiz war doare Keurzelwenn Rodos hervez soñj an ijinourien. Unan eus an dave brudetañ d'ar geurzelwenn eo ar varzhoneg "The New Colossus" skrivet gant Emma Lazarus, e 1883 hag engavet war ur bladenn sibiliet ouzh sichenn Delwenn ar Frankiz e porzh New York.

92,99m eo he ment, gant ar sichenn. Lakaet eo bet war roll ar Glad bedel gant an Unesco e 1984.

An delwenn

kemmañ

Not like the brazen giant of Greek fame,
With conquering limbs astride from land to land;
Here at our sea-washed, sunset gates shall stand
A mighty woman with a torch, whose flame
Is the imprisoned lightning, and her name
Mother of Exiles. From her beacon-hand
Glows world-wide welcome; her mild eyes command
The air-bridged harbor that twin cities frame.
"Keep, ancient lands, your storied pomp!" cries she
With silent lips. "Give me your tired, your poor,
Your huddled masses yearning to breathe free,
The wretched refuse of your teeming shore.
Send these, the homeless, tempest-tost to me,
I lift my lamp beside the golden door!

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.