Denys de La Patellière

filmaozer gall

Denis Dubois de La Patellière, brudetoc'h evel Denys de La Patellière, a oa ur filmaozer ha senarioour breizhat ganet d'an 8 a viz Meurzh 1921 e Naoned ha marvet d'an 21 a viz Gouere 2013 e Dinarzh. Douaret eo e Gwaled.

E-touez e filmoù brudetañ emañ Un taxi pour Tobrouk (1960) gant an aktourien Charles Aznavour ha Lino Ventura, Le Tonnerre de Dieu gant Jean Gabin pe c'hoazh Le Tatoué (1968) gant Jean Gabin ha Louis de Funès..

Mab un ofiser e oa. En em gannañ a reas e Arme c'hall an Dieubidigezh e-pad an Eil Brezel-bed. Goude se e krogas da labourat e bed ar sinema.

Ar sinema

kemmañ

Skoazeller sevener Maurice Labro eo La Patellière evit L'Héroïque Monsieur Boniface (1948), hini Georges Lacombe evit Prélude à la gloire hag hini Georges Lampin evit Suivez cet homme[1]. Seveniñ a reas Les Aristocrates, e film hir kentañ, e 1955. Esperadennoù ar film e oa Pierre Fresnay, Brigitte Auber ha Maurice Ronet. War-lerc'h e troas Le Salaire du péché (1955) gant an aktourez Danielle Darrieux ha Retour de manivelle (1956), ur film polis gant an aktourez Michèle Morgan.

Dramaoù a droas gant an aktour Jean Gabin : Les Grandes Familles lec'h ma c'hoarie un ozhac'h, ha Rue des Prairies. Emañ Gabin e Le Tonnerre de Dieu, Le Tatoué ha Le Tueur (1972) ivez. Ur film brezel a voe aozet gant La Patellière ivez, Un taxi pour Tobrouk (1960), hag ur film gwiskamantoù, La Fabuleuse Aventure de Marco Polo (1963).

Prêtres interdits eo ar film diwezhañ troet gantañ, gant an aktour Robert Hossein e beleg hag an aktourez yaouank Claude Jade. Awenet eo an drama meur-se gant eñvorennoù ar sevener, kenskrivet gant François Boyer, ha kontañ a ra un istor karantez dibar a-enep an holl bilpouzerezhioù. Chom a raio evel testamant personel La Patellière.

Ar skinwel

kemmañ

Seveniñ a reas meur a heuliadenn skinwel evel Le Comte de Monte-Cristo e 1979 skignet war FR3, ha Bonjour maître evit Antenne 2. Ober a reas telefilmoù ivez, evel Paparoff (1988) gant an aktour Michel Constantin. Er bloavezhioù 1990 e reas daou bennad eus ar stirad Maigret gant an aktour Bruno Cremer[2].

A bep seurt

kemmañ

Embannet eo e romant kentañ, L'Enfant évanoui, e 2002[2].

E familh

kemmañ

Dubois de La Patellière eo e anv-tiegezh klok. Noplaet e voe ar familh e-pad ar Assavidigezh e 1817. E zaou vab a labour e bed ar skinwel.

Prizioù hag enorioù

kemmañ
  • Priz meur ar sinema gall e 1961 evit Un taxi pour Tobrouk[3]
  • Priz ar glad an Académie de Saintonge, evit Le bateau d'Emile troet e Charente hag evit e oberenn a-bezh[4]
  • ofiser Urzh an Arzoù hag al Lizhiri[5].

Filmadurezh

kemmañ

Skoazeller sevener

kemmañ

Sevener

kemmañ

sinema

kemmañ

skinwel

kemmañ

Senarioour

kemmañ

sinema

kemmañ

skinwel

kemmañ
  • 1975 : Le Renard dans l'Ile, telefilm gant Leila Senati
  • 1997 : Van Loc : un grand flic de Marseille (heuliad skinwel) - pennad "Pour l'Amour de Marie" gant Claude Barrois

Frammer

kemmañ

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ