Devezh Etrebroadel ar Yoga

Disklêriet e voe devezh an 21 a viz Mezheven Devezh Etrebroadel ar Yoga gant Bodadeg Veur Aozadur ar Broadoù Unanet d'an 11 a viz Kerzu 2014[1] Ar Yoga a zo ur pleustr eus ar c'horf hag ar spered a gaver e orin en India ouzhpenn 6000 vloaz 'zo. Unaniñ ar c'horf hag ar spered eo e bal.[2].

Disklêriadur an devezh-se a oa deuet goude galv Ministr kentañ India Narendra Modi da geñver Bodadeg Veur Aozadur ar Broadoù Unanet d'ar 27 a viz Gwengolo evit degemer an 21 a viz Mezheven evel Devezh Etrebroadel ar Yoga[3],[4],[5],[6] ma lavaras :

« Ar yoga zo ur prof dibriz a-berzh hengoun India. Enkorfañ a ra unaniezh ar c'horf hag ar spered ; ar preder hag an ober ; an dalc'h hag ar sevenidigezh ; an emglev etre mab-den hag an natur ; un hentenn hollek evit ar yec'hed hag an hevoud. N'eo ket ur bleustradenn met bez' eo kentoc'h dizoleiñ skiant an unaniezh ennoc'h hoc'h-unan, ar bed hag an natur. Dre cheñch hon doare-bevañ hag hon emskiant e c'hell sikour ac'hanomp da dalañ ouzh cheñchamantoù an hin. Strivomp da gas degemer un Devezh Etrebroadel ar Yoga da benn. »[7]

O kinnig an 21 a viz Mezheven, hag a zo ar goursav-heol, da Zevezh Etrebroadel ar Yoga e lavaras Narendra Modi ez eo an deiziad-se an devezh hirañ eus ar bloaz en hantervoul norzh, ha bez' en deus ur ster dibar e kalz a lec'hioù er bed[8].

Diouzh savboent ar yoga e verk ar goursav-heol an tremen da dakṣiṇāyaṇa. Anvet eo al loargann kentañ goude ar goursav-heol Guru Pūrṇimā.

Govind Gurbani Yog Guru, Besprezidant Rajasthan Swasthya Yog Parisad Jaipur India en doa embannet e vefe hanter-kant mil den o pleustriñ ar yoga e Rajasthan d'an 21 a viz Mezheven.

Lidañ Devezh Etrebroadel ar Yoga

kemmañ
 
Lidañ Devezh Etrebroadel ar Yoga en ur skol e Chinawal, India

War-dro 40000 den gant Ministr Kentañ India Narendra Modi hag un niver bras a uhelidi o doa graet 21 asana (stummoù yoga) e-pad 35 munutenn evit lidañ kentañ Devezh Etrebroadel ar Yoga e Rajpath e New Delhi d'an 21 a viz Mezheven 2015. Lidet e voe an deiz gouestlet d'ar yoga gant milionoù a dud dre ar bed[9].

Daveennoù ha notennoù

kemmañ
  1. (en) UN Declared 21st June as International Day of Yoga
  2. (en) What is International Yoga Day? (Petra eo Devezh Etrebroadel ar Yoga ?)
  3. (en) UN should adopt an International Yoga Day: Modi (An ABU a rankfe degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga : Modi)
  4. (en) India leader proposes International Yoga Day (Penn India a ginnig Devezh Etrebroadel ar Yoga)
  5. (en) PM Modi asks world leaders to adopt International Yoga Day (Goulenn a ra ar Ministr Kentañ Modi gant pennoù ar bed degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga)
  6. (en) Narendra Modi asks world leaders to adopt International Yoga Day (Narendra Modi a c'houlenn gant pennoù ar bed degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga)
  7. (en) Modi calls for Yoga Day in US General Assembly
  8. (en) UN declares June 21 as 'International Day of Yoga'
  9. (en) Massive turnout

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.