Devlet Iañ Giray
Devlet Iañ Giray (1512 ?-1577) a oa mab da Mübarek Giray, mab-bihan da Mengli Iañ Giray, ha khan Krimea er XVIvet kantved.
Savet e voe e lez ar sultan otoman Süleyman ar Meurdezus en Istanbul ha lakaet war tron khanat Krimea gantañ e 1551 e plas Sahib Iañ Giray. Lakaat a reas lazhañ Sahib Giray hag e familh nebeud goude.
Dindan e ren eo e voe klasket gant an Otomaned sevel ur ganol etre ar stêrioù Volga ha Don. Itriket en dije Devlet Giray a-enep ar raktres-se gant aon e vefe kresket betek re levezon an Otomaned war Krimea.
Meur a wech ec'h eas da dagañ ar Rusianed gant e arme kreñv ha, d'ar 24 a viz Mae 1571, e lakaas tan e Moskov ha distrujañ ar gêr. Goulenn a reas digant Ivan IV Kazan hag Astrahan ha, pa chome an tsar en entremar, e kasas adarre un ergerzhadenn vrezel e 1572. Met ar wech-se e voe faezhet an arme tatar.
Mervel a reas gant ar vosenn e 1577. Goude e varv, ha betek donedigezh Gazi II Giray e 1588, e renas ul luziadenn bolitikel diabarzh e khanat Krimea.
En e raok: Sahib Iañ Giray |
Khan Krimea 1551 – 1577 |
War e lerc'h: Mehmed II Giray |
Mammennoù
kemmañ- Les expéditions de Devlet Giray contre Moscou en 1571 et 1572 gant Chantal Lemercier-Quelquejay e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 13-4, 1972.
- Le khanat de Crimée au début du XVIe siècle : de la tradition mongole à la suzeraineté ottomane gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 13-3, 1972.