Mehmed II Giray
Mehmed II Giray, lesanvet Semin (An Tev), a oa mab henañ Devlet Iañ Giray ha khan Krimea.
Kalgay e dad e oa ha dont a reas da vezañ khan goude marv Devlet Giray.
Ne veze ket diskouezet doujañs outañ na gant e vreur Adil Giray (ar c'halgay nevez), na gant e vreur all Alp Giray, na gant e vab Murat Giray. N'en doa tamm galloud ivez war an Nogayed. E 1578 e roas urzh d'e vab da vont da vrezeliñ ouzh Pologn met ne voe ket sentet outañ ha Murat Giray a gavas gwell mont da dagañ Moskov.
Ar memes bloavezh e voe pedet gant an Otomaned da gemer perzh en o brezel ouzh Iran er C'haokaz. War zigarez bezañ klañv ne gemeras ket perzh Mehmed II e-unan met kas a reas e vreur Adil, mab hemañ Gazi hag e vab Saadet. En emgannoù e voe tapet Adil ha Gazi da brizonidi gant an Iraniz.
Mehmed II a roas an titl kalgay d'e vab Saadet neuze, daoust ma oa koshoc'h e vreur Alp Giray hag e oa an anvidigezh-se enep d'ar boazioù tatar. Diwar ar reuz a savas da heul er c'hanat e cheñchas mennozh : e vreur Alp Giray a voe lakaet da Galgay ha krouiñ a reas an titl Nureddin evit e vab.
E 1582 e nac'has adarre kemer perzh e brezel an Otomaned ouzh Iran er C'haokaz. Özdemir oğlu Osman Paşa, gouarnour Derbent evit ar sultan otoman, a zivizas neuze distroadañ Mehmed II ha lakaat Alp Giray en e blas. Reuz a savas adarre er c'hanat ha lakaet e voe diaes ar sultan Murat III kar, en ur ober se, e oa emellet betek re Osman Paşa en aferioù diabarzh Krimea. Alp Giray hag Osman Paşa a rankas tec'hel ha klask repu e Kefe ma voe lakaet ar seziz warnañ gant Mehmed II.
Kadarnaet e voe memes tra gant ar sultan otoman e oa lamet e garg digant Mehmed II ha kaset e voe İslam Giray, ur breur dezhañ o chom e Konya, da Grimea e 1584. Mehmed II a glaskas tec'hel kuit da Berekop met tapet e voe ha krouget[1].
En e raok: Devlet Iañ Giray |
Khan Krimea 1577 – 1584 |
War e lerc'h: İslam II Giray |
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ La Moscovie, l'Empire ottoman et la crise successorale de 1577-1588 dans le khanat de Crimée gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 14-4, 1973