İslam II Giray
İslam II Giray a oa mab da Devlet Iañ Giray ha khan Krimea.
Bevañ a rae e Konya pa voe divizet gant ar sultan otoman Murat III lemel e garg digant e vreur Mehmed II Giray e miz Mae 1584. Goude muntr Mehmed II e teuas İslam da vezañ khan Krimea hag e vreur Alp Giray kalgay met ne voe ket evit mirout ouzh tri mab da Vehmed (Saadet, Murat ha Safa) da dec'hel kuit.
Ar re-se a zistroas da Grimea un nebeud sizhunioù goude e penn un arme Nogayed ha Koumouked (ur bobl eus Daghestan), asambles gant kozaked. Skoazellet gant pennoù meuriad Krimea (enebet ouzh levezon ponneroc'h-ponnerañ Istanbul war ar c'hanat) e teuas a-benn Saadet da aloubiñ ar gêrbenn Bahçesaray hag al ledenez a-bezh ha lakaat ar seziz war Kefe ma oa repuet İslam II. Emgannoù taer a badas daou viz hag an trec'h a yeas gant İslam II, sikouret gant an Otomaned, pobloù Nogay zo ha Sirkasiz. Tri mab Mehmed II a dec'has kuit adarre.
D'ar memes koulz e pignas Fyodor Iañ war tron Rusia ha gantañ mennozhioù politikel e-keñver Krimea disheñvel diouzh re e ziaraokour Ivan IV. Pa glaske Ivan IV difenn Rusia diouzh tagadennoù ar Grimeiz e faote da Fyodor Iañ astenn e diriad betek ar Mor Du ha lakaat un den a-du gant Rusia war tron Krimea. Evit-se ec'h itrikas gant mibien Mehmed II, en aner.
E 1586 hag e 1587 e voe kaset div ergerzhadenn vrezel war-zu Moskva gant khanat Krimea.
İslam II Giray a varvas e 1588 hag anvet e voe e vreur, Gazi Giray, khan Krimea.
En e raok: Mehmed II Giray |
Khan Krimea 1584 – 1588 |
War e lerc'h: Gazi II Giray |
Mammenn
kemmañLa Moscovie, l'Empire ottoman et la crise successorale de 1577-1588 dans le khanat de Crimée gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 14-4, 1973.