Gazi II Giray, lesanvet Bora (Ar Gorventenn), a oa mab da Devlet I Giray ha khan Krimea adalek 1588.

Prizoniad e voe en Iran e-pad un nebeud bloavezhioù ha tremen e amzer o skrivañ barzhonegoù ha studiañ ar sonerezh hag ar steredouriezh. Dont a reas a-benn da achap kuit ha kavout repu e lez ar sultan otoman. Anvet e voe khan gant Murat III goude marv e vreur İslam II Giray e 1588. Kregiñ a reas gant e ren o lakaat urzh en-dro er c'hanat ha reiñ e bardon d'an holl. Distreiñ a reas Safa Giray, mab Mehmed II, da Grimea neuze.

Ar Rusianed a glaske astenn o ziriad war-zu ar su. Aloubiñ a raent tamm-ha-tamm an Daghestan, er C'haokaz, ha brezel a rene etrezo hag an impalaeriezh otoman. E 1591 e kasas Gazi II Giray un ergerzhadenn vrezel a-enep Moskov a echuas gant drouziwezh an arme tatar. Ne viras ket ar faezhadenn-se ouzh ar c'han da adkas ur brezel e 1592 ha distrujañ rannvroioù rusian e-kichen Krimea. Ar wech diwezhañ e voe da datared Krimea kas ergerzhadennoù bras a-enep Moskov.

E 1596 e voe galvet gant an Otomaned da vont da Dreuzsilvania. Kas a reas e vreur ha kalgay, Fetih. Sinan Paşa, vizir ar sultan otoman, a zivizas neuze lemel e garg digant Gazi II hag envel Fetih Giray khan Krimea. Mehmet III, gant aon rak un ensavadeg er c'hanat, a skarzhas e vizir hag adlakaat Gazi II war an tron. Kuit na darzhfe ur brezel diabarzh e kavas gwelloc'h Gazi II lakaat lazhañ Fetih Giray hag e nav bugel. Envel a reas Selamet Giray da galgay ha Тоktamış Giray da nureddin.

Gazi II Giray a gemeras perzh e meur a vrezel e tu an Otomaned : e 1598 e oa en Aostria, e 1602 e Beograd (ma skriv e varzhoneg Kahve ve Bade).

Mervel a reas gant ar vosenn e 1607 pe 1608.


En e raok:
İslam II Giray
Khan Krimea
thum
15881596
War e lerc'h:
Fetih I Giray


En e raok:
Fetih I Giray
Khan Krimea
thum
15961607
War e lerc'h:
Тоktamış Giray


Mammenn kemmañ

  • La Moscovie, l'Empire ottoman et la crise successorale de 1577-1588 dans le khanat de Crimée gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 14-4, 1973.
  • Le khanat de Crimée en mai 1607 vu par un voyageur français gant Paule Koehler e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 12-3, 1971.