Gwerin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 C'hwe 2007 da 00:41


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gwerin (ger benel) a zo yoc'h an dud izeloc'h o statud er gevredigezh. Implijet e vez da gentañ evit an dud vunut, ar pezh a vez anvet ar bobl boutin ivez ragenep d'ar c'hlasoù sokial uhelañ, enno ar pennoù bras pe ar vegenn.

Ur ger implijet a-gozh (krennvrezhoneg : gueryn ; Fañch an Uhel : gwerin)) pa veze ledanoc'h an troc'h etre ar bobl hag ar re all hag ar re o doa madoù ha moienoù bevañ a-zoare. Er XVIIvet kantved e veze 80% an dud e Bro-C'hall o tennañ gounid eus an douar evel kouerien gant nebeut a spletoù. E 2006 e vez lavaret ez eus 30% eus an dud dezho ul live bevañ eus an strishañ hag a c'hellfe bezañ termenet evel izili ar werin.

Koulskoude, diwar levezon ar c'hembraeg gwerin eo bet lakaet gwerin da vezañ kevatal d'ar ger gresianeg demos hag diwar ar sterse eo bet savet troidigezhioù evit ar gerioù deveret (ell ouzh geriadurioù François Vallée ha Roparz Hemon).

  • gwerinour : ur c'homunour kentoc'h eget un demokrat
  • gwerinelezh : demokratelezh
  • gwerinoniezh : studi stuzegezh ha sevenadur ar werin, ar folk-lore (hervez ar saoznegerien)
  • gwerinoniour : an den a studi sevenadur ar werin

Gwerin a zo bet talbenn ur c'helaouenn vrezhonek m'eo bet embannet enni kanaouennoù an Dastumadenn Pengwern.