Mougev Fingal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{|class="infobox" style="font-size:90%;" |- {{Infobox/Titl|Mougev Fingal|74a6ed|talbenn map|fff}} |-align="center" |colspan="2"|290px<br>Dig..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 20 Gwe 2019 da 20:47

Mougev Fingal zo anv ur vougev vor anavezet evit he c'hlevidikted, lec'hiet en Enez Stafa e rannvro Na h-Eileanan a-staigh, e Bro-Skos. Ur Mirva Naturel Broadel (National Nature Reserve) eo, perc'hennet gant an aozadur Urras Nàiseanta na h-Alba (National Trust for Scotland). [1].
Leuniet e vez ar vougev pa vez lanv.

Mougev Fingal

Digor ar vougev, en aod Su Enez Stafa
Lec'hiadur Earra-Ghaidheal agus Bòd
Banniel Bro-Skos Bro-Skos
56°26'52,945" N 6°21'2,161" W
Kavadenn 1772
Sir Joseph Banks
Douarouriezh Red bazaltek eus ar Plioken
Digoroù 1 hepken
Mentoù • Donder : 85 m
• Uhelder : 20-23 m

Diwar Fingal, haroz ar stirad barzhonegoù The Ossian Poems ("Barzhaz Oisean") bet embannet adalek 1760 gant ar barzh hag istorour skosat James Macpherson (1736-1796), e teu an anv. [2]
An Uamh Bhin ("Ar Vougev Heson") e oa an anv gouezelek betek 1772, pa voe adanvet Fingal's Cave gant an naturelour ha louzawour saoz Joseph Banks (1743-1820) diwar haroz oberenn J. Macpherson.

Istor

Mogerioù ar vougev en he fezh zo pileroù bazalt c'hwec'hkognek stummet diwar ur red lava c'hoarvezet er Plioken ha par d'an hini a stummas Chaoser ar Ramzed e Norzhiwerzhon. [3]. En Enez Ulbha, nepell diouzh Enez Stafa, ez eus frammoù damheñvel ivez.
En tri lec'h-se e koazhas hag e faoutas gorre laez ha traoñ al lava kalet p'edo o yenaat en ur stummañ pileroù pevarc'hognek ; tamm-ha-tamm e troas ar pileroù da c'hwec'hkognek dre faoutoù a-skouer gant o gorre. [4]
Tra ma kendalc'he al lava da yenaat e tonaas ar faoutoù war-du kreiz ar red, ar pezh a roas ar pileroù c'hwec'hkognek hir a weler hiziv. Stummoù damheñvel a weler er fank disec'het, abalamour d'ar sec'hor e-lec'h d'ar yenijenn. [5]

Klann MacQuarrie a oa perc'henn war Enez Ulbha hag Enez Stafa betek 1777.

En arzoù

 
Staffa, Fingal's Cave
J. M. W. Turner, 1832
Yale Center for British Art, New Haven, CT
Sonerezh
Livouriezh
Lennegezh
  • Jules Verne a veneg mougev Fingal en e romantoù Voyage au centre de la Terre (1864), L'île mystérieuse (1875), ha Le rayon vert (1882).
Sinema
  • Mougev Fingal a weler er film When Eight Bells Toll (Étienne Périer, 1971). [7]

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù