Vladimir Lenin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
traouigoù
D →‎top: typo, replaced: n [ → n [ (2) using AWB
Linenn 21:
| colspan="2" | Kadoriad Kuzul Komiserien ar Bobl
|}
'''Vladimir Ilitch Oulianov''' (Влади́мир Ильи́ч Улья́нов e ruseg – {{Audio|Ru-Lenin.ogg|distagadur}}), lesanvet '''Lenin''' (Ле́нин – "Paotr al [[Lena (stêr)|Lena]]"), bet ganet d'an [[22 a viz Ebrel]] [[1870]] e [[Simbirsk]] ([[Impalaeriezh Rusia]]) ha marvet d'an [[21 a viz Genver]] [[1924]] e Vichnie Gorki ([[URSS]], hiriv [[Gorki Leninskie]]), a oa un damkanour politikel, dispac'hour ha den-Stad [[Rusia|rusian]] ha [[URSS|soviedat]].
 
E penn an dispac'herien anvet [[Bolchevik|bolcheviked]] e voe adalek [[1903]]. E [[1917]], diskaret Impalaeriezh Rusia hag an [[tsar]], e voe kemeret ar galloud e Rusia gant ar volcheviked goude [[Dispac'h Rusia 1917|Dispac'h miz Here]]. Sinañ a reas gouarnamant bolchevik Lenin un [[feur-emglev Brest-Litovsk|emglev]] e 1918 evit echuiñ ar [[Brezel-bed Kentañ|brezel]], harpañ a reas an dispac'h er bed dre ar [[Komintern|C'homintern]] ha lazhañ a reas e eneberien dre ar [[Spont Ruz]]. Kalz [[kamp-bac'h|kampoù-bac'h]] a voe krouet gant an [[Tcheka]], ar polis, ha lod a sell outo evel ar [[goulag]]où kentañ. Trec'h e oa an [[Arme Ruz]] war armeoù an dud enep-bolchevik eus an tu-dehoù hag an tu-kleiz e [[Brezel diabarzh Rusia]] etre 1917 ha 1922, hag e fin ar bloaz-se e voe krouet an [[URSS]]. War an diskar e zeas yec'hed Lenin goude 1922 ha mervel a reas d'an 21 a viz Genver 1924. Dont a reas [[Stalin]] e-lec'h anezhañ.