Vulkan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Ar gador aour: esaouenn using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
==Mojennoù==
Mab eo da [[Yaou]] ha [[Junon]], hervez Homeros. Hervez [[Hesiodos]] avat ([[Teogonia]], 928-929), eo bet ganet gant Junon hec'h-unan, dre zial, abalamour ma en devoa Yaou ganet e verc'h [[Minerva]] hep skoazell maouez ebet. <br />
Dimezet e oa bet d'ar [[Fulenn]] [[Aglaia (Fulenn)|Aglaia]] a-raok bout pried da [[Gwener (doueez)| Wener]] ivez. <br />
 
===Bugaleaj===
Ganet e oa pavgamm, ha taolet e voe diwar lein an [[Olimp]] gant e vamm mezhekaet goude bezañ ganet ur mab ken divalav, evit ma ne vije gwelet gant hini ebet eus an doueed all. Er mor e oa kouezhet, setu n'en doe ket poan, ha tennet e voe eus ar mor gant div [[nimfenn]], merc'hed da [[Okeanos]], [[Thetis]] hag [[Eurinome]]. Nav bloaz e chomas en ur vougev don, gant ar merc'hed a rae war e dro, ha diskouez a reas pegen ampart e oa da c'hoveliañ bravigoù dezho, gwalinier ha torkoù. Kuzhet e veze gant ar mor, ma ne veze gwelet gant doue ebet ha hini anezhe ne ouie pelec'h e oa, war-bouez an div nimfenn eta.
 
Homeros avat a gont ez eo Yaou e-unan a skoas Vulkan eus lein an oabl. Un deiz e fellas dezhañ kastizañ e wreg Junon he devoa lakaet ur gorventenn da sevel evit ober e stal da [[Herkules]], mab bastard d'he fried. Abalamour da se en devoa ispilhet anezhi e-kreiz an aer. Vulkan avat, dre druez outi, ac'h eas d'he distagañ. Ker e koustas dezhañ e druez. Yaou a grogas ennañ dre e dreid hag a skoas anezhaén dre an aer. A-hed an deiz e oa bet Vulkan o ruilhal en oabl pa gouezhas en enez [[Lemnos]], ma voe dastumet ha prederiet gant tud an enez. Diwar ar mell lamm-se e oa bet torret e zivhar, ma chomas kamm da viken.