Skol Ober : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Skol Ober''' zo ur gevredigezh a ro kentelioù brezhoneg dre lizher. Krouet e oa bet 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen ha renet ganti e-doug 40 vloaz. [[Vefa de...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 8 Meu 2008 da 10:48

Skol Ober zo ur gevredigezh a ro kentelioù brezhoneg dre lizher. Krouet e oa bet 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen ha renet ganti e-doug 40 vloaz. Vefa de Bellaing, ha goude se Riwanon Kervella a gemeras e benn da-c'houde.

Digor eo ar c'hentelioù Ober d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe da wellaat ar brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer. Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhañ pa gar. Ar gelennerien zo o c'hefridi difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù. Reizhet e vez ar poelladennoù gant war-dro 80 a-youl-vat. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.

Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet ma'z eo a-du renerezh ar skol.

Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg krouet e 1958, hag a vod kevredigezhioù gouestlet da zifenn ar brezhoneg.

Embannet ez eus bet levriouigioù gant Skol Ober evit o c'hentelioù. Da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.


Liammoù diavaez