Abidjan eo kêr vrasañ ha kreizenn armerzhel Aod an Olifant. Kêr-benn velestradurel ar vro e oa etre 1933 ha 1983. Emañ war ribl al loc’h Ébrié. Tremen pemp milion a dud a oa o chom en tolpad-kêrioù e 2006, ar pezh a ra da Abidjan bezañ kêr bobletañ kornôg Afrika, goude Lagos e Nigeria, hag unan eus ar re bobletañ en holl gevandir.

Karter « Plateau » hag al loc’h Ébrié
Loc'h Ébrié

Ur porzh bras zo en Abidjan, unan eus ar re bouezusañ war aodoù pleg-mor Ginea. Un nebeud bloavezhioù zo e oa Abidjan unan eus kêrioù pinvidikañ ha sioulañ Afrika, met abaoe 2002 hag ar brezel diabarzh a ren en Aod an Olifant, eo deuet da vezañ unan eus ar re arvarusañ, dreist-holl evit an estrañjourien.

E 1933 e teuas Abidjan da vezañ kêr-benn trevadenn c’hall Aod an Olifant, e-lec’h ar gêr-benn gozh, Bingerville. E 1983 e voe lakaet Yamoussoukro da vezañ kêr-benn nevez ar stad, met kalz melestradurezhioù zo chomet en Abidjan, ha kannatioù estren ivez.

Kêrioù gevellet kemmañ