Argadenn 2019 a-enep Rojava

Argadenn 2019 a-enep Rojava, anvet Oberiadur mammenn ar peoc'h (Turkeg: Barış Pınarı Harekâtı) gant gouarnamant Turkia, zo un oberiadur-brezel kroget d'an 9 a viz Here 2019 gant Nerzhioù lu Turkia ha Lu Dieub Siria war douaroù melestradurezh emren Norzh ha Reter Siria, anvet Rojava. Difennet eo al lec'h gant Nerzhioù Demokratel Siria.

Bombezadenn Ras al-Ayn d'an 10 a viz Here 2019
Endroadur ar stourmoù e Norzh Siria e miz Here 2019:
  • ██ Tiriadoù suj d'ar Gured
  • ██ Tiriadoù suj da Durkia dre Armee Broadel Siria
  • ██ Tiriadoù suj d'ar gouarnamant sirian hag e harperien
  • ██ Tiriadoù irakian
  • D'ar 6 a viz Here 2019, melestradurezh Trump a roe urzh da nerzhioù lu SUA kuitaat biz Siria. Eno e oa bet soudarded stadunanat o harpañ ar Gurded a-enep ar Stad Islamek. Un argadenn gant Turkia zo bet kroget d'an 9 a viz Here 2019 gant bombezadennoù gant Aerlu Turkia war kêriadennoù nepell diouzh an harzoù, evel Ras al-Ayn.

    Hervez degemenner ar prezidant Recep Tayyip Erdoğan, an oberiadur a vefe graet evit "reizhañ demografiezh" norzh Siria. An oberiadur e-maez lezenn zo bet gwelet fall dre ar bed a-bezh.