Ur bezhinaer, pe goumonaer, a zo un den hag a zastum bezhin.

Enez-Sun - Merc'hed o vont da vezhina

Istor kemmañ

Ar vicher gozh-se a veze kavet e Bro-Leon dreist-holl. En eil lodenn eus an XIXvet kantved ha kentañ lodenn eus an XXvet kantved e oa en he fonnusañ. Implijet e veze bigi-bezhina, tost da gant hant-kant anezho a oa etre 1925 ha 1930.

Hiziv kemmañ

Dastumet a vez bezhin hiziv hon deiz c'hoazh evit strujusaat al liorzhoù pe fardañ bezhin mat da zebriñ. Implijet e vez bigi-bezhina hag a ra gant ur « skoubidou » , da lavaret eo ur c'hrog bras e penn ur mell brec'henn. Tro-dro 2000 e veze dastumet 60 000 tonenn a dali. Lannildud eo porzh bezhina kentañ Europa.

Ar vezhinaerien en arzoù kemmañ

Gwerz ar vezhinaerien zo ur ganaouenn vrudet savet gant Denez Abernot ha kanet gant ar strollad Storlok.

Livet eo bet ar vezhinaerien vreizhat gant kalzik a livourien.

Gwelet ivez kemmañ

Levlennadur kemmañ

  • Yves-Marie Rudel, Goulven le goémonier, Embannadurioù Colbert, Pariz, 1943, 219 p.
  • Philippe Jacquin, Le Goémonier, Berger-Levrault, dast. « Métiers d'hier et d'aujourd'hui », Pariz, 1980, 115 p. (ISBN 2-7013-0384-2).
  • Pierre Arzel, Les Goémoniers, Le Chasse Marée, Douarnenez, 1987, 305 p. (ISBN 2-903708-05-3).
Pierre Arzel zo bevoniour ar pesketaerezh en IFREMER lec'h ma heul ar bezhina.

Teulfilmoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ