Chema Yisrael (Shema Israel pe Sh'ma Yisrael ; hebraeg : שְׁמַע יִשְׂרָאֵל "Selaou Israel") zo ur bedenn yuzev, tennet diwar un darn eus an Torah. Chema Yisrael eo an daou c'her kentañ eus an darn-se. Emañ ar bedenn (berraet alies e Chema) e-kreiz servij ar mintin hag hini an noz el lid yuzev.

Rennabennad kentañ ar Chema en hebraeg

Er werzenn gentañ emañ mennozh pennañ ar Yuzevegezh, an undoueegezh : "Selaou, Israel : An Aotrou, hon Doue, eo an Doue nemetañ" (שְׁמַע יִשְׂרָאֵל יְהוָה אֱלֹהֵינוּ יְהוָה אֶחָֽד Levr an Adlezenn 6:4). Hervez ar Yuzevien oberiant, ar Chema eo pedenn bouezusañ al lid hag e zibuniñ div wezh bemdez zo ur miztvah (ur redi relijiel). Kustum eur ivez da zibunañ anezhañ da ziwezhañ a-raok mervel hag alies e vez desket abred d'ar vugale da zibunañ a-raok mont da gousket.

Ar ger implijet evit Doue eo an tetragramm YHWH.

Testenn ar Chema kemmañ

Pedenn en hebraeg Treuzlizherennadur Testenn vrezhonek[1]
שְׁמַע, יִשְׂרָאֵל: יְהוָה אֱלֹהֵינוּ, יְהוָה אֶחָד. Chémâ, Israël, Ado-nay Elo-henou, Ado-naï Ehad' Selaou, Israel ; An Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ.
Baroukh chem kebod malkhouto le'olam vaed Ra vezo benniget anv E ren da viken
וְאָהַבְתָּ, אֵת יְהוָה אֱלֹהֶיךָ, בְּכָל-לְבָבְךָ
וּבְכָל-נַפְשְׁךָ,
וּבְכָל-מְאֹדֶךָ
Veahabta ett Ado-naï Elo-hekha, bekhol lebabekha,
oubkhol nafchekha,
oubkhol meodekha
Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon,
a holl ene,
a holl nerzh
וְהָיוּ הַדְּבָרִים הָאֵלֶּה,
אֲשֶׁר אָנֹכִי מְצַוְּךָ הַיּוֹם--עַל-לְבָבֶךָ
Vehayou hadebarim ha'èlè
acher Anokhi metsavekha hayom al lebabekha
Hag e vo an traoù-se a c'hourc'hemennan dit hiziv,
war da galon.
וְשִׁנַּנְתָּם לְבָנֶיךָ, וְדִבַּרְתָּ בָּם, בְּשִׁבְתְּךָ בְּבֵיתֶךָ וּבְלֶכְתְּךָ בַדֶּרֶךְ, וּבְשָׁכְבְּךָ וּבְקוּמֶךָ Vechinantam lebanekha, vedibarta bam,
bechibtekha bebethekha oublekhtekha baderekh, oubchokhbekha oubkoumekha
Hag o adlavari da'z mibien, hag e komzi anezho
pa vi ez koazez en ti ha pa gerzhi war an hent, ha pa c'hourvezi, ha pa savi.
וּקְשַׁרְתָּם לְאוֹת, עַל-יָדֶךָ; וְהָיוּ לְטֹטָפֹת, בֵּין עֵינֶיך Oukchartam le'ot al yadekha,
vehayou letotafot ben énekha
Hag o stagañ a ri en arouez war da zorn,
hag e vezint e talgen etre da zaoulagad.
וּכְתַבְתָּם עַל-מְזֻזוֹת בֵּיתֶךָ, וּבִשְׁעָרֶיך Oukhtabtam al mezouzot bétekha oubicharekha Hag o skrivañ a ri war bostoù da di ha war da zorojoù.

Notennoù kemmañ

  1. Diwar Ar Bibl e brezhoneg dindan renerezh Job Lec'hvien, 2018

Sellet ivez kemmañ