Heinrich Cornelius Agrippa
Cornelius Agrippa
Obererezh Skrivagner, Hudour, Alkimiour, Prederour, Doueoniour,Mezeg,Soudard,
Ganedigezh 14 a viz Gwengolo 1486
Kologn (Köln)
Marv 18 a viz C'hwevrer 1535
Grenoble, Bro C'hall
Yezh skrivañ Latin


Ur skrivagner ha prederour alamant e oa Heinrich Cornelius Agrippa von Nettesheim (14 a viz Gwengolo 1486 – 18 a viz C'hwevrer 1535). E labourioù a denn d'an Hudouriezh, d'an Doueoniezh, d'an Astrologiezh ha d'an Alkimiezh.

Buhez kemmañ

E Kologn (Köln) e Bro Alamagn e oa bet ganet e 1486. E 1512 e kelennas e Skol-Veur Dole e Bro-C'hall oc'h ober kentelioù diwar-benn De verbo mirifico, oberenn Johann Reuchlin. Diwar-se e tapas brud da vezañ heretik. Ar respont taer a zegasas mizioù goude a lakaas anezhañ da goll e blas er Skol-Veur.

E 1510, e studias e pad ur pennad gant Johannes Trithemius. Reiñ a reas dezhañ ur brouilhed eus e e bennoberenn De occulta philosophia libri tres, Ur seurt renabl eus gouiziegezh ar skiantoù kuzh d'e vare. Kalonekaet e voe gant Trithemius en e labour met aliañ a reas anezhañ da zerc'hel al labour-se kuzh tamm pe damm. Dibab a reas Agrippa chom hep embann e labour, diwar an ali-se marteze met derc'hel a reas da labourat war e oberenn e-pad 20 vloaz.

E-kerz e vuhez kantreer e Bro-Alamagn, Bro-C'hall hag Italia e labouras evel doueoniour, mezeg, gwiraour, ha soudard.

Mont a reas e servij Maksimilian 1 Aotria da soudard moarvat met tremen a reas ar pep brasañ eus e amzer o studiañ ar skiantoù kuzh ha poentoù doueoniezh a lakaas anezhañ da vezañ tamallet da vezañ heretik e mod pe vod. N'eus prouenn ebet e vije bet tamallet Agrippa en un doare sirius pe kaset dirak al lez-varn evit an interest a ziskoueze evit ar skiantoù kuzh, met lakaat a reas anezhañ da goll kargoù meur a wech. Argas a reas an hudouriezh a wel d'an holl dre ziv wech e 1525 hag e 1533, daou vloaz a-raok e varv. Diaes eo gouzout hag eñ e oa a-greiz-kalon pe hag eñ e oa evit chom hep kaout trubuilhoù. Ar studioù nevesañ gant Lehrich, Nauert, pe van der Poel a rofe da grediñ ne nac'has ket an hudouriezh en he fezh. Treiñ kein a reas da lodennoù 'zo eus e zornskrid kentañ De occulta philosophia libri tres evit digas ur c'hempenn diwezhañ d'e oberenn. Mervel a reas e Grenoble e 1535.

Oberennoù kemmañ

Brudet eo bet Agrippa abalamour d'e levrioù dreist-holl. Setu un nebeud anezho :

  • De incertitudine et vanitate scientiarum atque artium declamatio invectiva (Diskleriadur a-enep Douetañs ha Lorc'h ar Skiantoù hag an Arzoù. ) 1526; moulet e Köln e 1527. Ur flemmskrid a-enep stad mantrus ar skiantoù. Laret e vez eo bet levezonet gant al levr-mañ prederourien evel Montaigne, Descartes, pe Goethe.
  • Declamatio de nobilitate et praecellentia foeminei sexus (Diskleriadur war Haelded ha Dreistelezh ar reizh benel ) Ul levr oc'h embann dreistelezh ar merc'hed e keñver moral. Embannet gant un droidigezh saozneg e Londrez e 1670.
  • De occulta philosophia libri tres (Tri Levr diwar-benn ar Brederouriezh Kuzh Levr 1 moulet e Pariz e 1531; Levrioù 1-3 e Kologn e1533. Ur seurt renabl eus gouiziegezh e vare war an hudouriezh. Levr pennañ Agrippa eo e meur a geñver. Teurel a ra Agrippa ur sell ouzh an hudouriezh e lec'h ma kemmeske ar bed naturel gant ar bed all, un deorienn a glaske terriñ an enebiezh etre an hudouriezh hag ar feiz kristen.