Nell Gwynne (pe Gwynn pe Gwyn), Eleanor hec'h anv-badez, ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1650, ha marvet d'ar 14 a viz Du 1687, zo un aktourez saoz brudet eus ar XVIIvet kantved hag unan eus serc'hed ar roue saoz Charlez II Bro-Saoz.

Poltred Nell Gwyn, gant Peter Lely, e 1680

Serc'h d'ar roue e voe war-lerc'h Barbara Palmer. Daou vugel o doe. "Pretty, witty Nell" a skrive Samuel Pepys diwar he fenn. Aktourez ampart e oa, ha gouzout a rae ar stek da lakaat an dud da c'hoarzhin.