Ur pennad Olier Klison zo ivez.

Olier IV Klison, ganet war-dro 1300 ha marvet en 1343), a oa ur baron ha brezelour breizhat, mab da Olier III Klison ha da Isabeau Craon.

Olier IV Klison
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanOlivier, Olier Kemmañ
Deiziad ganedigezh1300 Kemmañ
Deiziad ar marv2 Eos 1343 Kemmañ
Abeg ar marvlazhidigezh Kemmañ
TadOlier III Klison Kemmañ
MammIsabelle de Craon Kemmañ
PriedJaned Belleville, Blanche de Bouville Kemmañ
BugelOlier V Klison, Isabeau de Clisson, Jeanne de Clisson Kemmañ
Michermilour Kemmañ
BrezelBrezel Kant Vloaz Kemmañ

E vuhez kemmañ

 
Olier IV Klison dibennet, gant Loyset Liédet

Olier IV a oa o vrezeliñ evit Roue Bro-C'hall. Hogen Breizhad e oa, a renk uhel, ha n'halle ket chom hep gouzout petra a dremene en e vro.

Brezel Hêrezh Breizh kemmañ

Pa varvas Yann III, dug Breizh, n'en doa bet bugel ebet. Daou zen a c'houlennas ar gurunenn neuze: e hantervreur Jean de Montfort hag e nizez Janed Pentevr, merc'h d'e vreur Guy ha dimezet da Charlez Bleaz, anavezet evel dug kenkent gant Pirien Bro-C'hall .

Amaury, breur Olier, a oa savet a-du gant Montfort, Olier IV avat ac'h eas a-du gant Blois-Penthièvre. E miz Genver 1342 e voe dibabet e gastell e Blaen evel pennlec'h gant Robert Bertrand, letanant ar roue kaset gant Fulup Valois (1293-1350), da reiñ skoaz da Charles de Blois ha da dreiñ tud kostezenn Montfort da sentiñ ouzh o dugez Janed Pentevr.

Gwened kemmañ

Olier Klison a oa bet lakaet da c'houarnour Gwened gant kostezenn Charlez Bleaz, pa voe kemeret kêr gant ar Saozon en 1342, da vare pevare seziz Gwened.

Prizoniet e voe Olier gant ar Saozon, a roe harp da gostezenn Monfort, e-pad pevare seziz Gwened e miz Kerzu 1342. Kaset e voe da Vro-Saoz, ha dieubet a-benn ur pennad goude paeañ un arc'hant ha ne voe ket kavet gwall vras gant ar roue gall. Abalamour da se e voe tamallet dezhañ gant ar roue bezañ iriennet gant ar roue saoz] Edouarzh III en divije kinniget dezhañ bezañ besroue Breizh.

Lakaet d'ar marv kemmañ

Pedet e voe Olier da zont da Bariz d'un tournamant, a-gevret gant ur pemzek aotrou breizhat, gant ar roue Fulup VI Prizoniet e voe Olier hag ar re all tost kenkent, ha dibennet dirak koc'hu Pariz d'an 2 a viz Eost 1343. Kement-se a voe gwelet evel un torfed gant ar c'hronikour Froissart hag e gempredidi. Droug a savas ouzh ar roue gall e-touez noblañsed Breizh. Gwir eo ne glote ket ar seurt tro-gamm gant lezennoù ar varc'hegiezh hervez lennegezh ar mare. Ouzhpenn ne oa ket prouet treitouriezh Klison, prosez ebet ne oa bet, youl ar roue e oa bet ha netra ken.

Gwashoc'h a voe. Ispilhet e voe e gorf ouzh ar post-kroug e Monfaucon e Pariz, troc'het e benn outañ ha kaset da Naoned da vezañ diskouezet e penn ur goaf ouzh an nor Sauvetout. Lakaet e voe e gorf ivez ouzh dorojoù Pariz, evel ma veze graet d'an dorfedourien vras.

Goude e varv kemmañ

Janed Belleville, pried Olier, ne oa ket evit pardoniñ e daol kriz d'ar roue gall, na da Charlez Bleaz bezañ kemeret perzh e marv he fried, gwelet ganti evel ur muntr treitour. Kaset e oa bet penn Olier da gêr naoned, da vezañ plantet e penn ur vazh e lein mogerioù kastell ar Bouffay ( pe Dor Sauvetout hervez kronikoù zo), ha Janed Belleville, pa welas an arvest, a douas kas an dorzh d'ar gêr. Ober a reas d'he mibien, Olier ha Gwilherm, dialiñ o zad.

Un toullad mat a dud uhel e Breizh a droas a-du ganti, hag int gant Janed d'ober ur brezel didruez d'ar roue ha d'e vignon Bleaz.

Gant he madoù e prenas Janed ul lestr evit redek war-lerc'h al listi kenwerzh gall. Freuz a reuz a reas e-pad ur pennad, met un deiz e kollas he lestr pa reas peñse.

Un deiz, e teuas a-benn al listri gall da gregiñ elistri Janed Belleville, hogen hi hag he daou vab a deuas a-benn da dec'hel war ur skafig. E-pad pemp devezh e voent kaset-digaset gant ar mor, mavarvas Gwilherm gant ar sec'hed hag ar skuizhnez. Olier hag e vamm a voe savetaet ha kaset da Vontroulez gant tud eus kostezenn Montfort, enebourien ar roue gall.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

En 1320, e timezas da Blanche de Bouville hag ur mab o doe:

  • Jean, a varvas divugel.

En 1328, ec'h addimezas da Jeanne de Belleville ha pemp bugel o doe :