Blaen

Blaen | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr | ||
![]() | ||
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz | |
Kanton | Blaen (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44015 | |
Kod post | 44130 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Buf 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Blaen | |
Lec'hienn web | http://www.ville-blain.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 10 086 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 99 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 7 m — brasañ 44 m | |
Gorread | 101,72 km² | |
kemmañ ![]() |
Blaen a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
DouaroniezhAozañ
40 km eus Naoned emañ Blaen, war ribloù Kanol Naoned-Brest hag e-kichen Koad ar C'havr.
Tro-dro emañ kumunioù Faouell, Kernitron-al-Lann, Hierig, Kergaval, Kerrigon, Gwez, Gavr, Gwenred ha Bolvronn.
Stêr an Izar a rede dre ar gumun met ne chom un nebeud arroudennoù ken dre ma voe kemeret he naoz d'ober Kanol Naoned-Brest.
Hervez an niveridigezh ziwezhañ e 1999 ez eus 7731 annezad e Blaen. Hiziv avat, gant pikol kresk ar boblañs, e vrasjeder eo bet tizhet ouzhpenn 9200 a annezidi.
Dre garr emañ Blaen da 25 munut eus trowardroioù Naoned, da 50 munut eus Roazhon, da 20 munut eus Savenneg ha da 45 munut eus Sant-Nazer.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Bableni, 1123; Blaing, 1148; Bleyng, 1254; Blen, 1287; Blain, 1341; Bleingn, 1345; Blein, 1355; Blaign, 1381; Blein, 1406; Bleign, 1407; Blaign, 1453; Blain, 1515; Bleing, 1519; Belain, 1630[2]
ArdamezioùAozañ
Brizhet etre argant ha glazur, e greskenn en gul
Implijet adalek 1924. Digemeret gant Kuzul ar Gumun e 1967.
Ardamezioù Guy de Blain (siell 1293), bet douget e-kerzh Kroaztdegioù gant baroned Pontkastell, ha degouezhet d'ar skourr yaouankañ familh Blaen. Kadarnet gant ar roue pa-z eo bet savet Blaen da varkizelezh[3]
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Blaen e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Blaen. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Blaen da benn Bann Blaen[4] hag e 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg[5].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 225 gwaz abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,39% eus ar boblañs e 1911[6].
Eil brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 127 den abalamour d'ar brezel[7].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas daou vilour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[8].
Darvoudoù sport a bep seurtAozañ
Roger Rivière ouzh un timbr bet embannet gant Ajman e 1972.
- 30 a viz Mezheven 1959 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Blaen ha Naoned (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Roger Rivière.
- 6 a viz Eost 2017: Kampionad C'hoarioù Nerzh.
BrezhonegAozañ
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kastell La Groulais.
- Iliz katolik Sant Emilian ha Sant Laorañs, luc'hskeudenn[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Louis Bizeul (1785-1861), istorour hag arkeologour,
- Victor Iturria ( -1944), soudard euskarat, meneget e anv war monumant Sara (Lapurdi)[15],
- Jacky Flippot, emsaver hag eil-maer.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Louis Bizeul, Dictionnaire du patois du canton de Blain, 1988
- Gérard Locu, Blain et sa région : aperçu historique et touristique, 1975
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. Froger SA. 1996.
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Blaen
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Brezhoneg
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)Clochers de France
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ http://www.francaislibres.net/liste/fiche.php?index=75022