Ar yod a zo ur meuz graet diwar poazhañ bleud, bleud gwinizh pe kerc'h peurvuiañ, e-barzh dour pe laezh, ma komzer eus yod dre laezh pe dre zour. Met gant heiz, riz, ed-Turki ha greun all e vez graet yod ivez hervez ar broioù, ha neuze e vez anvioù a bep seurt evel polenta hag all.

Bugale o tebriñ yod gant Jan Miense Molenaer (heulier)
Kerc'h, gant laezh. N'eo ket yod-kerc'h Breizh-Izel graet gant bleud malet munut
La polenta gant al livour italian Pietro Longhi (1702–1785)
Risengrynsgrøt, yod-riz e doare Norvegia

A-wechoù e vez graet gant greun hanter valet e-lec'h bleud.

Yodoù all, dre astenn-ster

kemmañ

Gant legumaj poazhet dre laezh ha friket e c'haller aozañ yod ivez. Yod avaloù-douar (pe yod patatez) eo an hini brudetañ. Bez' ez eus ivez yod karotez, ach, asperjez, potiron, potimaron hag all.
Yod frouezh zo ivez, teuzet dre boazhañ, gant sukr ouzhpennet a-wechoù : avaloù, bananez, kistin, pechez hag all.

"Yodenn", "flastrenn" (pa vez al legumaj hanter-flastret pe ar frouezh hanter-deuzet hepken) ha "kaotigell" (pa vez ar frouezh poazhet mat) zo gêrioù all implijet evit komz eus aozadennoù tost en o doare da vezañ fardet.

Ar yod zo unan eus an doareoù koshañ en istor da zebriñ greun, kalz a-raok ar bara a zo anavezet abaoe ur 4 000 bloaz bennak.

Yod a oa ur meuz ordinal gwechall war ar maez e Breizh-Izel. Roet e veze dreist-holl d'ar vugale ha d'a re gozh dizant. Meneget eo e-barzh ur bochad sonennoù.

Ar yod er yezh

kemmañ
  • Yod silet : anv roet d'ar yod-kerc'h e korniadoù zo.
  • Bazh-yod : bazh da dreiñ ar yod er gaoter e-keit ma vez o poazhat ; ur vazh damheñvel eo a vez implijet e c'hoari sachañ war ar vazh-yod.
  • Kof-yod : kunujenn taolet d'un debrer yod.
  • biz-yod : unan eus ar pemp biz a zo war an dorn.

Lennegezh

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ


Sellit ouzh ar ger Yod er
wikeriadur, ar geriadur frank.