Gwenred
kumun Bro-C'hall
Gwenred | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Genroèt | |
Anv gallek (ofisiel) | Guenrouet | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Gweltaz-Lambrizig betek 2015, Pontkastell-Keren abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44068 | |
Kod post | 44530 | |
Maer Amzer gefridi | Sylvain Robert 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Pontkastell-Keren Gweltaz-Lambrizig | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.guenrouet.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 374 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 48 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 0 m — brasañ 73 m | |
Gorread | 69,9 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwenred (Ginrë e gallaoueg ha Guenrouët e galleg) a zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
GerdarzhAozañ
- Un anv brezhonek an hini eo:
"Gwenn" + "red" (roudour)
IstorAozañ
IXvet kantvedAozañ
- Savet eo bet Gwenred gant Alan Iañ war dro an IXvet kantved. Gouzout a reer en deus bevet ar roue en tu arall d'ar stêr Isar er c'hastell-Sei (e parrez Plesei) goude bezañ trec'het ar Vikinged e Kistreberzh.
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwenred e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwenred hag e Bann Savenneg. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. Lakaet e voe e Kanton Gweltaz-Lambrizig e 1801[2].
- E-pad an dispac'h ez eus bet ur strollad soudarded gwaskedet er presbital. Ar boblañs a oa gant ar re wenn avat ha meur a berson didou a zo bet kuzhet ganto.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 181 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez ar monumantoù e bourc'h Gwenred hag e Kernitron-ar-C'hras[3].
Eil brezel-bedAozañ
- Lakaet eo bet diaes poblañs Gwenred e pad an Eil brezel bed dreist-holl gant ar bombezadegoù adalek miz Eost 1944 betek miz Mae 1945.
XXIvet kantvedAozañ
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Pontkastell-Keren pa voe diskaret Kanton Gweltaz-Lambrizig e 2014[4].
DouaroniezhAozañ
- War lez ar Stêr Isar emañ Gwenred.
GladAozañ
- Monumantoù ar re varv.
- Iliz katolik ar vourc'h (XIXvet kantved).
- Kastell Greny.
- Kastell Bogdelin.
- Chapel ar C'hougou.
- Chapel Botohel.
- Milinoù : Riwalan, Botohel, Longle, Justis, Haut-Breil, Barel...
YezhoùAozañ
- E Breizh-Uhel emañ Gwenred, komzet e vez gallaoueg eta.
- An anvioù-lec'h a ziskouez eo bet bev ar brezhoneg gwezharall ivez, muioc'h ag 20% ag an anvioù-lec'h a zo a orin brezhonek hervez labour Jean-Yves Le Moing.
Poblañsouriezh abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Pierre Moutel | ||
Meurzh 2008 | Sylvain Robert | Kelennour | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
- Guy Eder Fontanella, moranvet "ar Bleiz", a vefe genedik a Wenred. Gwallvrudet eo ar forbann-se evit e breizhadegoù e Kerne ha Treger e pad ar XVIvet kantved.