Plesei

kumun Bro-C'hall

Plesei (Plessé e galleg) zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

Plesei
Monumant ar Re Varv e bourc'h Plesei.
Monumant ar Re Varv e bourc'h Plesei.
Anv gallaouek Pllésë
Anv gallek (ofisiel) Plessé
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Sant-Nikolaz-an-Hent betek 2015, Pontkastell-Keren abaoe 2015
Kod kumun 44128
Kod post 44630
Maer
Amzer gefridi
Aurélie Mezière
2024-2026
Etrekumuniezh Redon tolpad-kêrioù
Lec'hienn web http://www.mairie-plesse.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 5 265 ann. (2020)[1]
Stankter 50 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 32′ 33″ Norzh
1° 53′ 09″ Kornôg
/ 47.5425, -1.88583333333
Uhelderioù bihanañ 1 m — brasañ 66 m
Gorread 104,38 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plesei

Douaroniezh kemmañ

  • Plesei zo unan ag ar c'humunioù brasañ a zo el Liger-Atlantel, kement ha Pariz eo, gant 10 400 hektar. Teir bourc'h zo enni : Plesei, Le Dresny, Le Coudray.
  • Ar stêr Izar a dreuz ar gumun.

Anv kemmañ

Stummoù skrivet kemmañ

  • Plebe que dicitur Sei, 854; Ploissiaco, 1062; Plesseit, XIIIt; Pleusse, Plusse, 1254; Plesse, 1287; Plesseyacum ?, 1371[2]

Gerdarzh kemmañ

Un anv brezhonek a orin eo anv ar gumun. Savet eo diwar ple, deuet eus plouef, ha Sei, anv un den, marteze ur sant, Sei pe Seog. Meur a gêriadenn a zo er gumun gant an anv "Sei" : Tresei, Lann-Sei… En 854 en ur skrid latin eus kartular Redon ez eus anv eus Plebs que dicitur Sei, meneget evel parrez vrezhonek.

Istor kemmañ

E fin an IXvet kantved ha deroù an Xvet kantved e oa bet Alan Iañ o chom e Plesei, e kastell Sei war ribl ar stêr Izar. Nend eo ket mui ar c'hastell anezhañ avat. E penn kentañ an XIXvet kantved e veze gwelet e roudoù war ar parkeier c'hoazh.

Alan I a oa roue Breizh, trec'het ar Vikinged gantañ e Kistreberzh.

Lavaret e vez eo bet ar mare-se "oad aour" Plesei. Pezh a zo gwir a-walc'h. Evel-se Alan I, e vibien Budig ha Derrien hag e goskor o deus degemeret Eudes, Roue Bro C'hall e kastell Sei.

Hervez istorourion zo, ez eus bet ur villa roman hag ur c'hreñvlec'h galian kent bout adsavet gant ar roue.

Pa voe savet an hent bras etre Gwenred ha Plesei e penn kentañ an XIXvet kantved ez eus bet dizoloet bezioù ag ar Grennamzer uhelañ.

Hervez ur vojenn ez eus ur c'haridenn etre pezh a oa ar c'hastell hag un tour e Gwenvenez-Penfaou...

War an dorgenn el lec'h ma oa ar c'hastell gwezharall emañ kêriadenn "Sant Kler" hiziv an deiz. Sant Kler a zo ur Sant a bouez er barrez. Ur chapel a oa er gêriadenn betek he distruj e-pad an Eil brezel bed. Pont Sant Kler a zo bet distrujet ganti ivez.

War-lerc'h eo bet ar gumun dindan beli familh Roc'han a Vlaen.

Er XIVvet kantved e voe savet un aluzendi Sant Armel er Rozay gant Arzhur II.

Kendirvi Lalokan kemmañ

Meneget eo ar barrez e diellevr Redon, e 854: Kovellig ha Brithael, kendirvi Lalokan o doe galvet ar mac'htiern Houarnskoed (Hoiarnscoit) evit bout e penn kêriadenn "Treb-Hinoi" a oa da Lalokan kent e varv. E Sarant (Gwenvenez-Penfaou) eo bet ar varn gant menec'h Redon[3].

Dispac'h Gall kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 238 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,38 % eus he foblañs e 1911[5].

Eil brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas trizek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].

Trevadennoù kemmañ

XXIvet kantved kemmañ

Tud kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  Amproux,

Aotrounez Calesfré

Geotet e deir daerenn en argant.
  André,

Aotrounez Malarit

En argant e gebrenn en sabel heuliet gant teir melchonenn ivez en sabel
  de l'Espinay

Aotrounez Hauteville, Trémar, Buhel, Lalier, Malarit

En argant e zri bod-spern geotet
  de Volvire

Aotrounez Fresnay

Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Iliz katolik Sant Pêr Plesei (1875),
  • Chapel ar Plessis, (XVvet),
  • Chapel Karheil,
  • Maner ar "chêne vert" (XVII-XVIII), an aotrou Tregwel e oa e berc'henn,
  • Meur a fetan "hud", en Draeneg hag e Sant Kler (a bare poan an daoulagad),
  • Kastell Karheil, distrujet eo bet e pad an Eil brezel-bed gant ar bombezadegoù.

Ur bochad kestell zo er gumun :

  • Kastell Koed-Dan,
  • Kastell "l'Epinay",
  • Kastell Buhel,
  • Kastell "Sein des bois",
  • Kastell Boduan ...

Ha Peulvan "dent Gargantua" etre Lann-Sei ha Sant Kler. Hervez ar sorbienn e oa kouezhet ar peulvan diouzh botez Gargantua ha flastret en doa ur pesketaer hag a oa dindanañ.

Monumantoù ar re varv kemmañ

  • Monumant ar re varv e bered Plesei, luc’hskeudenn[9]. Dioueliet e voe d’ar 7 a viz Mae 1922[10].
  • Monumant ar re varv e Le Coudray, luc’hskeudenn[11] ha kartenn-bost[12].
  • Monumant ar re varv e Le Dresny, luc’hskeudenn[13].

Yezhoù kemmañ

Emañ Plesei e Bro C'hallo, komzet e vez gallaoueg er gumun eta.

Ar brezhoneg zo bet komzet ivez gant tud Plesei gwezharall, ur bochad anvioù-lec'h brezhonek a zo er gumun, muioc'h ag 20% hervez labour Jean Yves Le Moing. Setu lod anezho: Toulan (toul-lann), Tresé (Tre-Sei), Govelo, Couët-Dan, Hinlès (Hen-lez), Tregouët (Tregoed), Dresny (Draeneg).

Gallout a reer gwelet eo aet Kerguemer (1420) da gCarguemey (1562) etre ar XVvet hag an XVIvet kantved. Ar ger "kêr" aet da "car" a c'hell bout arouez ur cheñch yezh.

Ur arouez arall eo "Quélme", n'eo ket aet ar ger-se da "gKalvez". Neuze eo bet kollet ar brezhoneg e Quélmé er XIVvet kantved marteze.

Melestradurezh kemmañ

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2008 Bernard Lebeau Divers gauche
1995 2008 Paul Daniel -
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Poblañsouriezh kemmañ

abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

etre 1793 ha 2009 kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ