Kanton Blaen
kanton al Liger-Atlantel
Kanton Blaen | |
---|---|
![]() Lec'hiadur kanton Blaen e departamant Liger-Atlantel | |
Bro | Breizh |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Broioù-al-Liger |
Departamant | Liger-Atlantel |
Arondisamant(où) | Arondisamant Kastell-Briant Arondisamant Naoned Arondisamant Sant-Nazer |
Kod kanton | 44 03 |
Pennlec'h | Blaen |
Kuzulierien Amzer gefridi | Claire Tramier (EELV) Marcel Verger (PS) 2015-2021 |
Stadegoù | |
Poblañs | 54 490 ann. (2019) |
Gorread | 509,18 km² |
Stankter | 107 ann./km² |
Adrannoù | |
Kumunioù | 14 |
kemmañ ![]() |
Kanton Blaen a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Breizh, e Bro-Naoned, en hanternoz d'ar stêr Liger, e departamant al Liger-Atlantel, a zo e rannvro Broioù-al-Liger (Frañs). Brasaet e oa bet da 14 kumun gant dekred ar 25 a viz C'hwevrer 2014[1].
DouaroniezhAozañ
- Treuzet eo gant ar stêr Izar.
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe Kanton Blaen e 1790. Lakaet e voe e Bann Blaen. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. E 1801 e voe miret ha brasaet ar c'hanton pa voe diskaret kantonioù arall gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Kumunioù (1790-1801)Aozañ
- Kanton Blaen a yae teir gumun d'ober anezhañ: Blaen (pennlec'h kanton)[2], Faouell[3] hag Ar C'havr[4].
- E 1801 e voe lakaet kumun Bolvronn e Kanton Blaen[5].
XIXvet kantvedAozañ
- Krouet e voe kumun Kernitron-al-Lann e 1871 diwar ul lodenn eus tiriad kumun Faouell hag ul lodenn eus tiriad kumun Hierig; lakaet e voe er c'hanton[6].
XXvet kantvedAozañ
- E 1926 e voe lakaet ar c'hanton en Arondisamant Kastell-Briant.
XXIvet kantvedAozañ
- Miret ha brasaet e voe ar c'hanton e 2014[7].
KumunioùAozañ
A-raok 2015Aozañ
Kanton Blaen a yae 5 kumun d'ober anezhañ :
- Blaen (pennlec'h kanton) ;
- Bolvronn ;
- Faouell ;
- Ar C'havr ;
- Kernitron-al-Lann.
Adalek 2015Aozañ
Kresket eo bet ar c'hanton, 14 kumun zo ennañ :
- Blaen ;
- Bolvronn ;
- Bozeg ;
- Chapel-ar-Wern ;
- Gwal-Liger ;
- Kambon ;
- Ar C'havr ;
- Kerwall ;
- Killig ;
- Kordevez ;
- Prevenkel ;
- Sant-Stefan-Brengoloù ;
- Savenneg ;
- Templ-Breizh.
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Blaen
- ↑ , Cassini - EHESS - Fichenn kummel Faouell
- ↑ , Cassini - EHESS - Fichenn kumun Ar C'havr[
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bolvronn
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique