Publius Septimius Geta

Lucius Publius Septimius Antonius Geta (189-211) a oa un impalaer roman hag a renas 11 miz en 211.

Publius Septimius Geta
Geta
Mirdi Pouchkin, Moskva
Geta ha Caracalla
gant Lawrence Alma-Tadema
Geta e 198
Mirdi ar Vatikan

E dud kemmañ

Mab e oa da Septimius Severus, a voe anvet da senedour e 172 gant an impalaer Marcus Aurelius, da brokonsul Tarraconense entre 178 ha 180, da gonsul e 190. Dimezet e oa da Paccia Marciana, hogen mervel a reas digantañ. E 187 ec'h addimezas da Julia Domna, arabez eus Siria, a oa bet diouganet dezhi e timezje d'ur roue. Domna a oa merc'h d'un den pinvidik, Julius Basianus, beleg meur Templ an Heol en Emesa. Daou vab o doe : L. Septimius Bassianus "Caracalla" ha Publius Septimius Geta.

E vuhez kemmañ

Ganet e oa Geta e Roma. Ur breur henañ en doa, Caracalla, met Geta an hini e oa moumoun e vamm rak siouloc'h ha poellekoc'h eget e vreur e oa. Ne oa nemet bloaz etreze, met kaz o doa an eil ouzh egile, rak ne garent ket ar memes traoù : Caracalla a oa sot gant an arme hag ar brezel, Geta a oa troet gant traoù ar spered, ha plijout a rae d'ar Sened. Caracalla a oa feuls ha kriz, ha Geta dous e zoareoù, ha kizidik, petra bennak ma lavar an istorourien ne oa ket gwell e vuhezegezh.

Irienn Plautianus kemmañ

Plautianus a oa un den uhel ha keneil d'an impalaer Septimius Severus, prefed ar pretordi, keneil Geta er gonsuliezh en 203. Septimius Severus a zimezas e vab henañ Caracalla da verc'h Plautianus. Pa glevas Geta e oa Plautianus oc'h iriennañ evit lazhañ Caracalla ez eas da gelaouiñ tad ha breur : ha setu kaset Plautianus kuit ha muntret war urzh Caracalla en 205, gant asant e dad. Hag enoret Geta gant un delwenn arem war ar forom[1].

Kenimpalaer kemmañ

E 198 e voe anvet e vreur henañ Caracalla da Augustus, evel e dad, da lavarout eo da genimpalaer ; e 209 e voe anvet Geta da Augustus ivez.

Brezel e Britannia kemmañ

 
Denarius Geta

E 209, pan eas an impalaer Septimius Severus d'ober un dro-vrezel da Enez Vreizh e kemeras e zaou vab gantañ evit o fellaat diouzh plijadurezhioù Roma, ha reiñ tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulmañ gwelloc'h darempredoù dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientiñ da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en Eboracum da c'houarn Britannia Inferior tra ma'z eas gant e vab henañ Caracalla da sinañ un emglev gant pobloù Kaledonia. Pa zistrojont ac'hano ez eas yec'hed an impalaer da fall, ma varvas e deroù 211. Ne oa ket deuet a-benn da lakaat e vibien d'en em glevout. P'edo o vervel edo Caracalla oc'h iriennañ a-enep d'e dad ha d'e vreur. En Enez Vreizh eo e voent anvet da impalaerien o-daou. Hag int da zistreiñ da Roma.

Goude marv an tad kemmañ

 
Marv Geta etre divvrec'h e vamm
Jacques Pajou, Staatsgalerie, Stuttgart

War o hent da Roma e chomjont pell an eil diouzh egile, hep prejañ a-gevret gwech ebet, na kousket er memes ti[2].

Koulskoude e seblantjont en em gavout d'ar c'houlz da rentañ enor d'o zad. Met ren kichen-ha-kichen a oa tra dibosubl. Rannet e oa ar palez e div lodenn ha ne c'houzañve hini ebet anezho gwelout ur servijer d'e vreur en e lodenn-eñ. N'en em welent nemet dirak o mamm, gant un toullad brav a warded armet, gant aon dalc'hmat da vezañ drouklazhet.[2]

Hervez an istorour Herodianus o dije divizet an daou vreur rannañ an impalaeriezh e div hanterenn. Kement-se a voe nac'het gant ar vamm, a felle dezhi derc'hel stad he fried en he sav.
Met e dibenn 211 e oa troet fall-tre an traoù[3]. Klask a reas Caracalla lazhañ Geta da goulz ar Saturnalia (17 a viz Kerzu), met tro wenn a reas.
A-benn ar fin e voe ur vodadeg emglev aozet gant ar vamm en he ranndi. Dont a reas Geta hep e warded, evel goulennet gant e vreur, lazhet e voe etre divvrec'h e vamm gant kanturioned.[2].

Caracalla a yeas da gamp ar warded pretorian da gontañ e oa bet un irienn gant Geta, hag en devoa ranket lazhañ e vreur da saveteiñ e vuhez. Dirak ar Sened e lavaras en devoa graet evel Romulus ha Neron a rankas lazhañ o breudeur (Remus ha Britannicus) evit mad an impalaeriezh. « Zeus », emezañ, « eo an hini nemetañ a zalc'h ar galloud e-touez an doueed, hag ar galloud-se ne ro nemet da un den. »
Neuze e c'hallas Caracalla ren e-unan.

Goude marv Geta kemmañ

Caracalla a embannas lezennoù an damnatio memoriae a voe kaset da benn : distrujet e voe an delwennoù d'an impalaer Publius Septimius Geta, teuzet ar pezhioù moneiz ma oa poltredet.
Berzañ a reas ouzh e vamm dougen kañv d'e vreur, hag en eskemm e roas dezhi galloud war aferioù diabarzh an impalaeriezh, tra ma rae eñ war-du an arme.

Ouzhpenn e reas lazhañ harperien e vreur[2]. Hervez Cassius Dio e voe lazhet 20 000 a dud en abeg da se[4]. En o zouez e oa mab an impalaer Pertinax (126-193, a renas tri miz e 193), ha c'hoar an impalaer Commodus (161-192).

Roue mojennel Breizh kemmañ

Hervez Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe e vije bet anvet Geta da roue al lejionoù e kêr York.

Liammoù diavarez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (fr) Anne Daguet-Gagey, C. Fuluius Plautianus, hostis publicus, Rome, 205–208 après J.-C. e La « crise » de l'empire romain, de Marc Aurèle à Constantin, Presses de l'université Paris-Sorbonne, 2006 (ISBN 978-2-84050-465-8)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Edward Gibbon, The Decline And Fall Of The Roman Empire, The Modern Library, 1932, chap. VI., p. 114
  3. Herodian, History of the Empire from the death of Marcus, IV., p. 144 (ISBN 978-1-97646-650-2)
  4. Cassius Dio, Roman History