Dimetrodon
| |||
---|---|---|---|
Korf-eskern un dimetrodon grandis
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Sinapsida | ||
Urzhad : | Pelycosauria | ||
Isurzhad : | Sphenacodontia | ||
Kerentiad : | Sphenacodontidae | ||
Genad : | Dimetrodon | ||
Spesadoù | |||
| |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Norzh Amerika, Europa | |||
Prantad | |||
Permian, ~290-250 milion | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Dimetrodon a oa o vevañ e penn-kentañ ar Permian, etre 295 ha 272 milion a vloavezhioù kent JK. Kavet eo bet an darn vrasañ eus ar fosiloù e gevred ar Stadoù-Unanet, an darn vrasañ anezho o tont eus stumm douaroniel "ar Red Beds" e Texas hag Oklahoma. Kavet ez eus bet fosiloù all e Kanada ha nevez zo en Alamagn.[1]
Daoust ma vez anavezet fall alies evel un dinosaored er sevenadur poblek, ez eas ar genad da get war-dro 40 milion a vloavezhioù a-raok ma teufe an dinosaored war wel. Daoust d'e stumm ha d'e fiziologiezh eo tostoc'h an Dimetrodon d'ar bronneged eget d'ar stlejviled.[2]