Diocletianus
|
Diokletian pe Diocletianus (e latin Caius Aurelius Valerianus Diocletianus) ganet e 244 pe 245 tost da gêr Salone en Dalmatia (Split, e Kroatia hiziv) ha marvet eno e 313, a oa impalaer roman eus 284 da 305.
Aet e oa da soudard, deuet da vout penn ar varc'hegerion dindan an impalaer Carus. Goude marv Carus hag e vab Numerian er brezel a-enep Persia e voe anvet Diocletian da impalaer.
Krouet en deus ar c'hentañ rannadur en impalaeriezh roman pa lezas un Aogust da ren war al lodenn gornôkañ, hag unan da ren en Azia. Kaset en doa an heskinerezh taerañ a zo bet a-enep ar gristenien.
E vuhez
kemmañDiocles e oa e anv pa oa ganet. Savet e oa en ur familh a renk izel.
Diskouez a reas e oa ampart evel penn milour dindan an impalaerien Probus hag Aurelianus (impalaer). Anvet e voe da imperator gant e soudarded goude marv an impalaer Numerianus, ha trec'h e voe war vreur Numerian, Carinus, a oa bet anvet da impalaer ar C'hornôg, ma'z eas neuze Diocletianus da impalaer war un dro gant Maximianus Herculius.
An Diarkiezh hag an Detrarkiezh
kemmañSavet en deus Diokletian un aozadur dibar da ren an impalaeriezh pa oa deuet e re vras ar gorread anezhi ha pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag er Gevred eus impalaeriezh ar Barted. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken na vije gwarezet mat an harzoù. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an Diarkiezh (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ Jovius (an hini jupiterian) ha ne veze Maximianus Herculius nemet Herculius (an hini herkulian) .
Maximianus a voe anvet da gCaesar (titl) a-raok mont da Augustus e 285, hag e 293 e anvas Diokletian Galerius evel Caesar gantañ hag e lakaas Maximianus da envel Constantius Chlorus evel Caesar gantañ, an daou o ren ar C'hornôg en Augusta Treverorum (Trier, en Alamagn, hiziv). Kuitaat a reas Roma (ha ne oa ket kêr-benn an impalaeriezh ken) evit en em staliañ e proviñs Bitinia, en Azia Vihanañ, e kêr Nikomedia (Izmit e Turkia hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer Tetrarkiezh (tetra = pevar e henc'hresianeg).
Oberenn bolitikel
kemmañAdkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar melestradur, an dastum tailhoù hag an armerzh. Bodañ a reas ar provinsoù da sevel 12 diokes ganto. Lakaat a reas pep a annezad, ha pa vije Italianed, da baeañ an tailh hag e embannas ur skrid-embann evit stankañ ar prizioù ha diouzh-se ar monc'hwez.
Heskinadur Diokletian
kemmañE 303 ec'h embannas Diokletian klask war-lerc'h ar gristenien ha rediañ anezho da anavezout doueelezh an impalaerien. Diouzh e savboent e oa ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ en enor d'an impalaer. En heskinadur eus an taerañ a zo bet renet e voe kondaonet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen (Santez Oanez, Sant Euzeb, Sant Marsel, Sant Marselin en o zouez). Dek vloaz e padas an heskinadur betek Skrid-embann Milano e 313 ma tegasas ar peoc'h relijiel drezañ an impalaer Kustentin
Diwezh ren Diokletian
kemmañE 305 e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, Galerius ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ a yeas gant Galerius hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e 313.
Sell ivez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994
An Impalaerien roman | ||
Tetrarkiezh | ||
En e raok : Carinus ha Numerian (283-285) |
Diokletian (285 - 305) |
War e lerc'h : Galerius (305 - 311) |
Heuliad Henroma |