Diomedes

(Adkaset eus Diomede)
Ur pennad Diomedes (anv-badez) zo ivez.

Diomedes (henc'hresianeg : Διομήδης, Diomēdēs, "gwidreüs evel un doue" pe "aliet gant Zeus") zo ur gouron e gwengelouriezh Hellaz hag a gemeras perzh e brezel Troia.

Diomedes, eiladenn roman eus un delwenn c'hresian hag a vije bet kizellet gant Kresilas (war-dro 440-430 kent J.-K.), Gliptaoueg München (Inv. 304)

Mab da Tydeus ha Deipyle e oa, ha mont a reas da vout tiern Argos, da heul e dad-kozh, Adrastos. En Ilias e vez lakaet Diomedes, gant Aias Telamonios, Agamemnon, hag Ac'hilleüs, da unan ag ar vrezelourion c'halloudusañ e-touez an Akhaied. Goude ar brezel e yeas da Italia da ziazezañ meur a zek kêr eno. Goude e varv e voe azeulet evel ur boud doueel e Gres koulz hag en Italia.

Brezel ouzh Thebai

kemmañ

Perzh a gemeras gant an Epigoned er brezel a-enep Thebai. Goude-se e voe roue en Argos, war-lerc'h e dad-kozh Adrastos.

Brezel ouzh Troia

kemmañ

Kemer a reas perzh e brezel Troia, ha 24 lestr gantañ.

Kurioù Diomedes

kemmañ

Al Levr V a grog gant Athena, o kalonekaat Diomedes hag o strobinelliñ e skoed hag e dokarn. Diomedes a lazhas a-leizh a droiiz, Fegeos en o zouez, betek ma voe gloazet gant saezhoù Pandaros. Diomedes a bedas Athena evit trec'hiñ Pandaros. Evel respont e roas dezhañ ur gweledigezh doueel evit gwelet an doueed, ha lavar a reas dezhañ gloaziañ Aphrodite kerkent ma vije gwelet en aerva. Mes arabat eo dezhañ argad un doue arall.

Derc'hel a reas e gurioù o lazhañ Astynoos, Hypeiron, Abas, Polyidos, Xanthos, Thoon, Echemmon ha Chromios (an daou vab da Priam). Aze e c'houlennas Aineias (mab Afrodite) gant Pandaros pignat war e garr ha mont da stourmiñ a-gevret a-enep Diomedes.

Daoust ma c'halle stourmiñ a-enep daou vrezeler war un dro e ouie e veze gwarnet Aineias gant he Afrodite. Anavezet a rae istor e zaou varc'h (hag a ziskene a gezeg divervel Zeus). Urzhas a reas de Sthenelos laerañ kezeg Aineias.

 
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Mojenn Troilus ha Cressida

kemmañ

Diomedes a gemer perzh ivez e mojenn ar Grennamzer Troilus ha Cressida. E pezh-c'hoari Shakespeare e klask kann ouzh Troilus evit kaout e vestrez.