Dirck de Quade van Ravesteyn

Dirk de Quade van Ravesteyn (war-dro 1565/1570 – goude 1619) zo ul livour a orin izelvroat hag a labouras adalek 1589 evit Rudolf II, Impalaer santel roman a oa e lez e Praha, ma chomas al livour betek 1608.

Gwener en he gourvez, gant Dirck de Quade van Ravesteyn, eoullivadur war goad, Kunsthistorisches Museum, Vienna.
Maouez kousket en he noazh, gant Dirck de Quade van Ravesteyn, eoullivadur war goad, Mirdi an Arzoù-Kaer, Dijon.

Da gentañ e labouras war tier ha maezioù e-barzh taolennoù livourien all a-raok ober e daolennoù-eñ ma livas maouezed, en o noazh peurvuiañ.

Taolennoù

kemmañ
  • E-touez an taolennoù anavezet ez eus daou eoullivadur war goad hag a ziskouez ur vaouez gourvezet en he noazh:
  • Gwener douget gant ur satir, e Brusel.
  • Gwener, Adonis hag an Amour, e Mirdi al Louvre.