Diwan (disheñvelout)

Diwan zo ur ger a gaver dre ar bed, hag er broioù muzulman dreist pep tra. Gallout a ra ober dave da veur a dra.

Politikerezh ha melestradurezh

kemmañ

En arabeg e talv diwan kement ha lec'h ar galloud, da lavaret eo ur c'habined, un ofis, ur c'huzul. Ur c'horf melestradurel eo e kalz broioù muzulman eta. Divan zo ur ger a orin persek gant ar memes ster. Tremenet eo ar ger e kalz yezhoù evit ober dave d'ur gourvezvank, peogwir e oa ar pezh arrebeuri a veze kavet er Reter-kreiz e sal kuzul ar gouarnamant.

E-touez ar skouerioù niverus a gorfoù melestradurel ha politikel anvet Diwan e c'haller mennegiñ :

Relijion

kemmañ
  • ar sonerezh diwan eo sonerezh ar Gnawaed en Aljeria ha Tunizia, implijet ganto en o lidoù relijiel,
  • er sikhegezh eo war un dro anv sal brasañ an temploù hag anv al lid a vez graet enno.

Titloù

kemmañ

Diwan, a-wechoù skrivet dewan ha divan, zo un titl e kalz yezhoù eus ar broioù muzulman, roet da envel uhelkargidi, tud a noblañs pe izili kabined ar gouarnamant.

Deskadurezh

kemmañ

E brezhoneg eo un diwan rizhell ur blantenn. Dibabet eo bet ar ger-se evit envel skolioù brezhonek dre soubidigezh : ar skolioù Diwan. Alese e teu :

Sevenadur

kemmañ
  • er bed arab eo ul lec'h evit selaou ha kaozeal eus sonerezh, barzhoniezh ha lennegezh,
  • diwan zo un dastumad barzhonegoù en arabeg, perseg, otomaneg pe ourdoueg,
  • Dîwan (1998) ha Dîwan 2 (2005) zo albomoù sonerezh gant Rachid Taha,
  • Audrey Diwan (g. e 1980), senarioourez ha filmaozerez c'hall.

Anv-lec'h

kemmañ

Diwan zo ur gêriadenn e stad Queensland en Aostralia.

A bep seurt

kemmañ

Anv ur gompagnunezh kirri-nij en Oriant e oa, aet da get hiziv.