Preizhadeg Roma (-390)
Dizalbad Roma, pe Preizhadeg Roma, e 390 kent J.-K. hervez kronologiezh Varro, pe 387 kent J.-K. hervez kronologiezh Polibios, a c'hoarvezas goude trec'h ar Senoned, ur boblad c'halian renet gant Brennos, war an arme roman en Emgann an Allia. A-drugarez d'an trec'h-se e oa digor-bras an hent dezho da gemer ar geoded ha da c'houlenn digant ar Romaned faezhet paeañ un daspren pounner.
D'ar Romaned e oa unan eus an darvoudoù mantrusañ c'hoarvezet en o Istor. Bloazdanevellourien hag istorourien eus an Henamzer, evel Polibios, Titus Livius, Diodoros Sikilia pe Ploutarc'hos, hag a skrive tost da bevar c'hantved diwezhatoc'h, a ro testeni eus ar santimant-se.
Skrivet eo bet danevelloù Emgann an Allia ha re dizalbad Roma kantvedoù goude an darvoudoù, ha disfiz zo da gaout diwar-benn o fealded d'ar pezh zo degouezhet e gwirionez. Diskouezet o deus an istorourien e tenne darn eus an danevell-se d'ar vitologiezh roman, hag e oa amprestet un darn all da Istor Henc'hres[1]. Ar mare ma oa skrivet an danevelloù, kalz diwezhatoc'h, a c'hall displegañ ar c'hemmoù zo etre danevell Titus Livius ha Diodoros Sikilia.
Ar C'halianed e Roma
kemmañAn tec'h da Gaere
kemmañHervez Titus Livius, goude Emgann an Allia (dies Alliensis "deiz an Allia"), en em rent kont ar Romaned n'hallont ket difenn Roma ken. Unan eus ar muzulioù kentañ kemeret gante a voe lakaat traezoù sakr ar geoded e surentez, dindan gward ar vestalenned hag ar flamined[2]. Kaset e voent da Gære, ur geoded etrusk kevredet, dindan renerezh ar plebeian Lucius Albinius[3],[4], gant ul lodenn eus poblañs Roma[5].
Devotio ar vagistrated kozh
kemmañEvit ar re zo chomet e Roma e tivizer ez aio an holl wazed en oad d'en em gannañ (militares iuuentus), hag ar senedourien e-kreiz o brud, gant o gwragez hag o bugale, da repuiñ d'ur c'hreñvlec'h war an torgenn Arx ha war ar C'hapitol, aesoc'h da zifenn. Ar vagistrated koshañ (seniores) a zistag neuze orezon an devotio, ma asantont en em aberzhiñ ha gortoz a reont donedigezh ar C'halianed[6], oc'h en em ouestlañ evel-se, int hag enebourien ar geoded, da zoueed an ifernioù[7],[8].
Antreal a ra ar C'halianed e Roma tri devezh goude an emgann war an Allia[9]. Dre ma n'o deus ostilh seziz ebet[10], ar C'halianed a laka seziz war ar C'hapitol hag a grog da breizhañ ar geoded. Hervez Titus Livius e vije kroget ar Senoned da zizalbadiñ ar geoded goude ma vefe savet jeu etre un den anvet Marcus Papirius hag ur brezelour galian[11]. Evit en em zifenn eus ur brezelour a sache war e varv en dije darc'haouet ar Roman un taol bazh olifant war penn ar Galian. Kroget e vefe ar C'halianed neuze da lazhañ an holl, ha da zeviñ ar geoded.
Seziz ar C'hapitol
kemmañCamillus, un diktatour kozh, en harlu en Ardea, a stagas da vodañ un arme all, gant soudarded a oa tec'het eus Emgann an Allia betek Veii dreist-holl[12]. Daoust ma oant o paouez bezañ trec'het, e tagjont bagadoù preizherien eus Etruria deuet tro-dro da Roma da dennañ o mad eus an degouezh[13].
E-keit-se e klask ar C'halianed arsailhañ kreñvlec'h ar C'hapitol met argaset int[14]. Ploutarc'hos ne veneg ket an arsailh-se. Seblantout a ra ar C'halianed dilezel an arsailhoù evit en em brientiñ rak ur seziz hir. Esaeañ a reont goude-se koulskoude lañsañ un eil arsailh diouzh an noz. C'hwitet en dije hemañ a-drugarez da wazi sakr Juno, o dije sachet evezh Marcus Manlius gant an drouz a gasent. Hemañ a viras ouzh ar C'halianed a lakaat an troad e krec'h ar voger, hag a c'hounezas evel-se al lesanv Capitolinus.
E-doug ar seziz, ar pontifex yaouank Caius Fabius Dorsuo a guitaas repu ar C'hapitol, hag a dreuzas linennoù e enebourien da vont war ar C'hirinal da seveniñ ul lid evit e diegezh. Sabatuet d'ar galon ha d'an deoliezh diskouezet, ar C'halianed o dije lezet anezhañ da dremen [15]. Istorioù Manlius ha Fabius Dorsuo a vez sellet oute hiziv an deiz evel mojennoù[16] hag a ro un digarez d'ar Romaned da ziskouez levezon an doueed er brezel hag eus peseurt tu emaint[17].
-
« Just e koulz da argas ar c'hentañ arsailherien », ur skeudenn eus a levr Stories from Ancient Rome gant Alfred J. Church.
-
François-Nicolas Chifflart, Dizalbad Roma gant ar C'halianed, 1863.
An daspren
kemmañGoude seizh miz seziz, savet an naonegezh en o zouez, ar Romaned sezizet a ginnig dasprenañ o c'heoded da lakaat ar C'halianed da vont en o zro. Hervez an hengoun e tizhe an daspren 1000 lur aour, da lâret eo 330 kilogramm aour[18]. E-keit ha ma oad o pouezañ an daspren, o dije implijet ar C'halianed pouezioù faos. Pa glemmas ar Romaned, Brennos en dije respontet oc'h ouzhpennañ e gleze d'ar pouezioù, hag o tisklêriañ gwir an drec'herien gant ar frazenn Vae victis[19].
Rediet e oa bet gwragez an noblañs da reiñ o bravigoù abalamour da baeañ an daspren, ar pezh a dalvezo dezho an aotre da ober gant kirri pounner (pilentum) da-geñver ar gouelioù[20].
Hervez an istorour gresian Polibios ez eo ar C'halianed a ginnigas dilezel ar seziz rak aloubet e oa o douaroù (e Gallia cisalpina) gant ar Veneti, ma oa ret dezhe distreiñ d'o bro[21]. Hervez Titus Livius e oa bet rediet ar C'halianed da vont kuit abalamour d'ar vosenn[22],[23] a oa kouezhet warno.
Dielfennadur an istorourien
kemmañHiziv e soñjer ez eo diazezet danvelloù an Henamzer war nebeut a dra. Ur bagad Galianed en defe kannet un arme roman ha lakaet ar seziz war Roma ha marteze en defe he c'hemeret. Brasaet e vije bet an darvoud gant e danevelloù an Henamzer evit ober anezhañ un digarez da ziskouez un heuliad oberoù din pe harozek : aberzh ar vagistrated kozh, teoliezh he he far ar pontifex Caius Fabius Dorsuo pe kurioù Marcus Manlius Capitolinus en emgann[24]. Amplaet e vefe bet talvoudegezh an darvoud hag an distrujoù lakaet war gont ar C'halianed betek ober eus an dizeur-se « un enkadenn gosmek » a lakae urzh ar bed e-unan e kaoz[25].
An niver dister a zafar galian eus ar IVvet a-raok J.-K. dizoloet en Italia a daol diskred war gwirvoud an darvoudoù deskrivet gant skrivagnerien an Henamzer [26]. Kavet ez eus bet roudoù un tangwall c'hoarvezet er mare-se war ar Palatium, netra ken bras hag ur geoded o teviñ avat[27]. Ken bras un distruj en defe lezet muioc'h a roudoù war ar savadurioù eus ar mare evel ar Forom pe temploù Tachenn Sant'Omobono. Gwirheñveloc'h eo e vefe bet distrujet tachadoù zo gant ar C'halianed, da skouer o c'hwezhañ an tan er savadurioù prenn. Preizhet o defe an temploù met n'o dije ket distrujet ar monumantoù[28]. Harpet o deus skrivagnerien an Henamzer war un hengoun dre gomz en deus amplaet brasted an distrujoù ha niver ar C'halianed moarvat da zisteraat ar vezhekadenn paket gant ar Romaned. Titus-Livius a ra anv eus an distruj-se da zisplegañ an diouer a zielloù evit kantvedoù kentañ Roma ivez. Bihan e tlee bezañ bet niver an dielloù-se avat er mare-hont ha peadra zo da grediñ e vefent bet lakaet er goudor e Caere pe war ar c'hapitol kuit na kouezhfent etre daouarn ar C'halianed[29].
Hervez Nicholas Horsfall, "darvoudoù 390 - pe kentoc'h eus 387/6 - zo, er stumm m'int bet danevellet, un aridennad rouestlet a zanevelloù etiologek, a apologiezhioù evit familhoù zo, hag a amprestadennoù digant Istor Henc'hres[30]. Anv penn ar Sennoned, Brennos, da skouer, na gaver nemet adalek Titus-Livius (n'eus ket anv anezhañ e skridoù Polibios nag e re Diodorus Sikilia), a zo moarvat un heklev eus hini penn bras ar Gelted o doa aloubet Henc'hres e -280/279[30]. Venceslas Kruta ha Valerio Manfredi a soñj dezhe e oa marv Camillus ha Marcus Manlius Capitolinus dija pa oa aloubet Roma gant ar C'halianed ha ma ne oant bet lakaet en danevell hengounel nemet da saveteiñ enor ar Romaned[31]. Evit echuiñ e weler eo awenet danevell kemeridigezh Roma gant hini Aten gant ar Bersed[30].
Levrlennadur
kemmañLevrioù istor roman
kemmañ- Levrioù hollek :
- Gary Forsythe, A Critical History of Early Rome, from Prehistory to the First Punic War, University of California Press, 2006
- Tim Cornell, The Beginnings of Rome, Italy and Rome from the Bronze Age to the Punic Wars (c.1000–264 BC), Routledge, 2012
- Mireille Cébeillac-Gervasoni, "Politique extérieure de Rome jusqu'aux guerres samnites", in Jean-Pierre Martin, Alain Chauvot ha Mireille Cébeillac-Gervasoni, Histoire romaine, Collection U Histoire, Pariz, 2003, (ISBN 2-200-26587-5), pp. 64-105.
- Jacques Heurgon, Rome et la Méditerranée occidentale jusqu'aux guerres puniques, Nouvelle Clio, Pariz, 1993, (ISBN 2-13-045701-0).
- Dominique Briquel, "Le tournant du IVe", in François Hinard Histoire romaine : des origines à Auguste, 2000, (ISBN 978-2-213-03194-1).
- Diwar-benn dizalbad Roma
- Alexandr Koptev, "The massacre of Old Men by the Gauls in 390 B.C. and the Social Meaning of Old Age in Archaic Rome", in Christian Krötzl et Katariina Mustakallio (dir.) On Old Age : approaching Death in Antiquity and the Middle Ages, 2011, pp. 153-182, (ISBN 978-2-503-53216-5).
- Dominique Briquel, La prise de Rome par les Gaulois, lecture mythique d'un événement historique, Paris, 2008, (ISBN 978-2-84050-580-8).
- Antti Lampinen, "Narratives of Impiety and Epiphany, Delphic Galatomachy and Roman Traditions of the Gallic Sack", Studia Celtica Fennica, Nnn 5, 2008, pp. 39-54, Finnish Society for Celtic Studies, Turku, Finland.
- James H. Richardson, The Fabii and the Gauls, studies in historical thought and historiography in Republican Rome, Stuttgart, 2012, (ISBN 978-3-515-10040-3).
Levrioù diwar-benn ar bed keltiek
kemmañ- Alain Deyber, Les Gaulois en guerre, stratégies, tactiques et techniques. Essai d'histoire militaire (IIe-Ier siècles av. J.-C.), Pariz , 2009.
- Venceslas Kruta, Les Celtes, histoire et dictionnaire, des origines à la romanisation et au christianisme, Pariz, 2000
Notennoù
kemmañ- ↑ Stéphane Bourdin, pennad IV "Rome et l'Italie", in Catherine Virlouvet, Rome, naissance d'un empire, De Romulus à Pompée 753-70 av. J.-C, Pariz, 2020, pp. 161-165, (ISBN 978-2-7011-6495-3).
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p. 64
- ↑ Heurgon, 1993, p. 298
- ↑ Briquel, 2000, p. 224
- ↑ Heurgon, 1993, p. 300
- ↑ Koptev, 2011, p. 153
- ↑ Heurgon, 1993, p. 298
- ↑ Briquel, 2000, p. 223
- ↑ Ploutarc'hos, Camille, XXVII.
- ↑ Briquel, 2000, p. 223
- ↑ Titus Livius, V, 41.
- ↑ Heurgon, 1993, p. 298-299
- ↑ Briquel, 2000, p. 224
- ↑ Titus Livius, V 43.
- ↑ Briquel, 2000, p. 224
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p. 64-65
- ↑ Briquel, 2000, p. 223
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p. 64
- ↑ Titus-Livius, V 48.
- ↑ Jean Haudry, Juno Moneta, Aux sources de la monnaie, Arché Milano, 2002, p.59 ha goude.
- ↑ Polibios II, 18, 3.
- ↑ Titus-Livius, V 48, 1.
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p. 64
- ↑ Briquel, 2000, p. 222-224
- ↑ Briquel, 2000, p. 221
- ↑ Kruta, 2000
- ↑ Briquel, 2000, p. 222
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p.64
- ↑ Cébeillac-Gervasoni, 2003, p. 65
- ↑ 30,0 30,1 ha30,2 (en) Nicholas Horsfall, "From History to Legend: M. Manlius and the Geese.", The Classical Journal, levrenn 76, Nnn. 4, 1981, pp. 298–311
- ↑ (it) Venceslas Kruta ha V. Manfredi, I Celti in Italia, Milano, Mondadori, 1999, p. 109