Emgann an Allia
Emgann an Allia zo un emgann hag a c'hoarvezas war-dro 387 a-raok J.-K.[1][2] etre ar Senones – ur bobl c'halian kaset gant ar brezelour Brennos, en doa aloubet norzh Italia – ha Republik Roma. E kember an Tiber hag an Allia, e voe an emgann, 11 lev roman (16 km) en norzh da Roma. Faezhet e voe ar Romaned, ha preizhet kêr Roma goude-se gant ar Senoned[10]. Hervez ar skolveuriad Piero Treves, "an diouer a roudoù arkeologel eus an disterañ distruj d'an deiziad-se a ro da soñjal e chomas ar geoded dibistig dre vras."[11].
Emgann an Allia | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus ar Brezelioù galian-ha-roman | |||||||
Gaulois en vue de Rome, eoul war lien gant Évariste-Vital Luminais (An Naoned, 1822 - Pariz, 1896). Mirdi an arzoù kaer e Nancy. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Republik roman | Galianed eus Cisalpina : • Senones • Boied • Insubri | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Quintus Sulpicius Longus | Brennos | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
An istimadennoù zo : 15 000,[4] 24 000,[5][6] 35 000,[7] 40 000[8] | An istimadennoù zo : 12 000,[6] ouzhpenn 40 000,[9] ha 30–70 000[4] |
Lakaet eo bet bloavezh an emgann e 390 a-raok J.-K. hervez kronologiezh Varro, diazezet war un danevell eus an emgann savet gant an istorour roman Titus Livius. Ploutarc'hos a skrivas e c'hoarvezas an emgann "tre goude goursav-heol an hañv pa oa al Loar war-nes bezañ en he c'hann [...] un tamm muioc'h evit tri c'hant ha tri-ugent vloaz goude diazezadur [Roma]," pe nebeut goude 393 a-raok J.-K.[12][13]. An istorour gresian Polybios a jedas gant ur reizhad bloaziata gresian e oa c'hoarvezet e 387 kent J.-K., ar pezh zo gwirheñveloc'h[1][2]. Tacitus a skrive e oa c'hoarvezet d'an 18 a viz Even[14][2].
Abegoù
kemmañAr Senoned a oa unan eus ar pobloù galian a oa o paouez aloubiñ norzh Italia. O annez o doa graet en aod Mor Adria en-dro d'al lec'h m'emañ kêr Rimini hiziv. Hervez Titus Livius e oant bet galvet da geoded etruskat Clusium (Chiusi hiziv, e Toskana) gant Aruns, un den yaouank a felle dezhañ en em veñjiñ eus Lucumos, roue ar geoded, en doa "likaouet e wreg"[15]. Pa erruas ar Senoned, tud Clusium en em santas e dañjer ha goulenn a rejont digant ar Romaned dont war o sikour. Ar Romaned a gasas tri mab Marcus Fabius Ambustus, unan eus noblañsoù galloudekañ Roma, evel kannaded. Lâret a rejont d'ar C'halianed e rankent chom hep tagañ Clusium hag en em gannfe ar Romaned da zifenn ar geoded ma rafent. Goude-se e c'houlennjont penaos ober peoc'h. Asantiñ a reas ar Senoned gant ma roje tud Clusium douaroù dezhe. Sevel a reas chikan etreze hag un emgann a zigoras. Kannaded Roma a gemeras perzh ennañ. Unan anezhe a lazhas ur pennbrezelour d'ar Senoned. Torret e oa ar reolenn a lavare e tlee ar gannaded bezañ neptu. En em dennañ a reas ar C'halianed da zivizout petra ober[16]. Hervez Dionysios Halikarnassos, e oa Lucumos an hini a oa roue e Roma. A-raok mervel e fizias e vab da Aruns. Pa voe deuet ar mab en oad, e karas gwreg Aruns hag e hoalas anezhi. Hag Aruns da gas e c'hlac'har gantañ da C'halia, ma werzhe gwin, olivez, ha fiez. Ma c'houlennas ar C'halianed digantañ e peseurt bro gaer e vezent gounezet; hag Aruns da respont e teuent eus ur vro vras strujus, poblet gant tud distank ha ne ouient ket en em gannañ. Aliañ a reas ar C'halianed da vont da gemer ar frouezh o-unan: mont da Italia, betek Clusium, hag ober brezel. Hervez danevell Dionysios ne oa ket ar C'halianed-se en Italia, met e Galia. Quintus Fabius, unan eus ar gannaded roman, a lazhas ur penn-brezel galian. Goulenn a reas ar Senoned ma vije daskoret an tri breur dezho evel dic'haou da varv o brezelour.[17]-->
Pa zegouezhas kannaded ar Senoned e Roma ha pa c'houlennjont ma vije roet an tri breur Fabius dezhe e nac'has ar sened. Droug enne o welet e oa torret reolennoù ar broadoù gant ar Romaned e kerzhas ar C'halianed etrezek Roma, 130 km diouzh Clusium.
Emgann
kemmañN'eus nemet div zanevell gozh hag a ro munudoù diwar-benn an emgann. Unan anezhe a oa savet gant Titus Livius, hag eben gant Diodoros Sikilia. Skrivet int bet gwall bell goude an darvoudoù avat.
Hervez Titius Livius, ne oa ket bet kemeret diarbennoù e Roma, hag an niver a soudarded savet "ne oa ket brasoc'h evit ar pezh a oa boas er brezelioù all."[18]. Ken buan e tegouezhas ar C'halianed e Roma ma voe sabatuet ar Romaned gant o zizh, ar pezh zo lakaet anat gant ar vall a oa lakaet o sevel an arme, evel pa vijent bet o talañ ouzh un difrae bras, hag an diaested da vont pelloc'h evit an unnekved maen-bonn [war an hent]"[19]. Evit doare e oa nebeutoc'h a soudarded gant ar Romaned. Ne savjont kamp ebet na moger difenn ebet ha ne glaskjont ket gouzout petra a soñje an doueed, evel ma oant sañset ober. Astenn a rejont askelloù an arme kuit ma c'hallfe tremen o enebourien a-dreñv dezhe, met an dra-se a lakaas o linenn da vezañ ken moan e oa diaes da greiz an arme harpañ ouzh un argadenn. Lakaat a reont soudarded prest da skoazellañ are re all e krec'h ur grec'hienn a-zehou. Brennos, avat, a oa e penn ar Senoned, a soñjas e oa ur finesa hag e teufe ar soudarded-se da dagañ anezhe dre dreñv e-keit ha ma oa o stourm ouzh ar Romaned er gompezenn. Abalamour da se e tagas an uhelenn[20].
Spont a savas er Romaned. Soudarded an askell gleiz a daolas o armoù hag a dec'has betek glann ar stêr Tiber. Lazhañ a rae ar C'halianed ar soudarded a stoufe an hent an eil d'ar re all en dec'hadenn dizurzhiet-se. Ar re na oant ket evit neuial pe a oa gwan a oa kaset d'ar strad gant o hobregon ha beuzet. Koulskoude e oa tizhet keoded Veii gant ar pep brasañ anezhe. Homañ a oa ur geoded etruskat hag a oa nevez kemeret gant Roma hag a oa tost d'ar c'hlann all. Ne gasjont den da reiñ da c'hoût da Roma zoken. Soudarded an askell zehoù, a oa pelloc'h eus ar stêr ha tostoc'h d'an uhelenn, a dec'has da Roma. Souezhet e voe ar C'halianaed gant an aes ma oa bet o zrec'h[20][21].
Hervez an istorour gresian Diodoros Sikilia, arme ar Romaned a dreuzas ar stêr Tiber. An istorour nemetañ eo a laka lec'h an emgann war ar c'hlann zehou. Ar Romaned o dije lakaet o soudarded wellañ, 24 000 den, er gompezenn hag ar re wanañ war an uhelenn. Ar Gelted avat a lakaas o gwellañ brezelourien war ar grec'hienn hag a c'hounezas an emgann eno en un doare aes. Ar braz eus ar soudarded roman er gompezenn a dec'has etrezek ar stêr en dizurzh hag a skoilhas an eil re ar re all. Ar Gelted a lazhas ar soudarded a oa a-dreñv ar re all. Lod eus ar Romaned a glaskas treizhañ ar stêr gant o hobregon, a brizient muioc'h evit o buhez, poz da Ziodoros, met kaset e voent d'ar strad gante. Darn a veuzas ha darn all a zeuas a-benn da dizhout ar c'hlann all en ardraoñ gant strivoù bras. Evel ma kendalc'he ar Gelted da lazhañ soudarded, ar re-se a daolas o armoù hag a neuas a-dreuz ar stêr. Teurel a reas ar C'halianed spegoù oute. Tec'het a reas ar pep brasañ eus ar re a oa chomet bev da geoded Veii. Lod all a zistroas da Roma hag a roas da c'houzout e oa bet distrujet an arme[22].
Ploutarc'hos a skriv e savas ar C'halianed o c'hamp e-kichen kember an Allia hag an Tiber, 18 km diouzh Roma, a-raok tagañ ar Romaned a-daol-trumm. Un "emgann dizurzh ha mezhus" a oa bet. Bountet e oa tu kleiz an arme er stêr ha distrujet e-keit ha ma'n em denn kuit an tu dehou dirak tagadenn ar C'halianed a-enep an uhelenn hag ar pep brasañ anezhe a dec'has da Roma. Peurrest ar re a oa chomet bev a achapas kuit da Veii da noz. "Soñjal a rae dezhe e oa kollet Roma hag e oa bet lazhet holl o zud"[23].
Da-heul an emgann-se e tegouezhas ar C'halianed e Roma. Preizhet e voe ar geoded gante ha ranket e voe paeañ anezhe d'o lakaat da vont en o zro.
Levrlennadur
kemmañ- Mammennoù
- Diodorus Siculus (1935). Library of History, Loeb Classical Library. Harvard University Press. ISBN 978-0674993754.
- Dionysios Halicarnassos. Roman Antiquities, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann.
- Titus Livius. Ab Urbe Condita, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann.
- Ploutarc'hos. "Camillus", Plutarch's Lives, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann. ISBN 978-1236726704.
- Polybios. Histories, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann.
- Strabo. Geography, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann.
- Tacitus. Histories, Loeb Classical Library. Harvard University Press, W. Heinemann.
- Levrlennadur
- Treves, Piero (2015). "Brennus (1), Gallic chieftain". Oxford Research Encyclopedia of Classics. DOI:10.1093/acrefore/9780199381135.013.1165
- (1980) A History of Rome: Down to the Reign of Constantine, 3rd, Palgrave Macmillan. ISBN 978-0312214197.
- Cornell, T. J. (1995). The Beginnings of Rome: Italy and Rome from the Bronze Age to the Punic Wars, The Routledge History of the Ancient World. London : Routledge. ISBN 978-0415015967.
- (1998) Celt and Roman: the Celts of Italy. New York : St. Martin's Press. ISBN 978-0312214197.
- Kruta, Venceslas (2000). Les Celtes, histoire et dictionnaire : des origines à la romanisation et au christianisme. Robert Laffont. ISBN 2-221-05690-6.
- Mireille Cébeillac-Gervasoni, "Politique extérieure de Rome jusqu'aux guerres samnites" in Jean-Pierre Martin, Alain Chauvot et Mireille Cébeillac-Gervasoni, Histoire romaine, Pariz, 2003, (ISBN 2-200-26587-5), pp. 64-105.
- Jacques Heurgon, Rome et la Méditerranée occidentale, jusqu'aux guerres puniques, PUF, Nouvelle Clio, Pariz, 1993, (ISBN 2-13-045701-0).
- Dominique Briquel, "Le tournant du IVème" e François Hinard (dir.) titre ouvrage=Histoire romaine : des origines à Auguste, 2000, (ISBN 978-2-213-03194-1), pp. 203-243.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Treves, 2015 : "...e 390 a-raok J.-K. pe, hervez kronologiezh Polybios, e 387."}}
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Kruta, 2000, p. 189 : "Emgann an Allia a vije bet kaset e 387 a-raok J.-K., d'an 18 a viz Mezheven, deiz eus an deiziadur roman a voe lakaet néfaste hiviziken."
- ↑ Andrews 2015
- ↑ 4,0 ha4,1 Cary & Scullard 1980
- ↑ Diod. 14.114.3
- ↑ 6,0 ha6,1 Ellis 1998, p. 10
- ↑ D.H. 13.12
- ↑ Plut. Cam. 18.4
- ↑ Plut. Cam. 14.4
- ↑ Kruta, 2000, p. 189
- ↑ Treves, 2015
- ↑ Plut. Cam. 19.1
- ↑ Plut. Cam. 22.1
- ↑ Tac. Hist. 2.91
- ↑ Liv. 5 33
- ↑ Liv. 5 36
- ↑ D.H. 13.10.12
- ↑ Liv. 5 37
- ↑ Titus Liv. 5 37
- ↑ 20,0 ha20,1 Liv. 5 38
- ↑ Liv. 5 39
- ↑ D.H. 14.115.2
- ↑ Plut. Cam. 14.18-6-7