Doctrinal an Christenien
Doctrinal an Christenien zo ul levr brezhonek embannet meur a wech er XVIIvet kantved. Un droidigezh diwar ar galleg e oa, rak ar skrid latin orin, Doctrina Christiana, a oa bet savet gant ar jezuist Diego de Ledesma (1519-1575) ha troet e meur a yezh dija.
E 1977 ez eus bet embannet daou zoare anezhañ gant The Dublin Institute For Advanced Studies, dindan evezh Roparz Hemon, hag ennañ:
- ur skrid krennvrezhonek eus 1622, a oa bet moulet e Montroulez,
- ur skrid e brezhoneg modern, eus 1677, moulet e Kemper.
Embannadur 1622
kemmañGraet eo an droidigezh gant Tanguy Gueguen, Belec, hag Organist, natiff à leon. Hervez Roparz Hemon e oa an embannadur kentañ. E krennvrezhoneg e oa, da lavarout eo
- ne veze ket skrivet ar c'hemmadurioù,
- ne veze ket skrivet an arouez c'h: skrivet e vez chuy, pechedou, lech.
Doare-skrivañ Juluan Maner
kemmañE 1659 e voe kemmet doare-skrivañ ar brezhoneg gant Juluan Maner, nevez-krog da skrivañ ar c'hemmadurioù, met ne oa ket gwall ampart an holl war ar reolennoù nevez.
Embannadur 1677
kemmañE 1677 e voe adembannet Doctrinal an Christenien e skritur nevez an tad Juluan Maner. Koulskoude ne veze ket graet an holl gemmadurioù rak ne oa ket boazet mat an aozer ouzh ar reolennoù nevez.
Embannadur 1680
kemmañE Geriadur istorel ar brezhoneg avat eo ur skouerenn all a zo implijet gant Roparz Hemon da zastum e skouerioù : un embannadur eus 1680 e Kemper, ennañ, emezañ, un droidigezh graet gant ar Frère Bernard du Saint-Esprit.
Liamm diavaez
kemmañ- La littérature en langue bretonne, pennad gant Yves Le Berre