Dolchstoßlegende
An Dolchstoßlegende pe Dolchstoßlüge ("Mojenn an taol-goustilh er c'hein") a oa un damkaniezh iriennel diorroet gant penvarnerien an arme alaman (Obersten Heeresleitung, OHL) a lakaas atebegezh faezhidigezh an Impalaeriezh alaman, e-kerzh ar Brezel-bed kentañ, ouzh ar sokialourien, an demokratourion, Republik Weimar hag ar "yuzevegezh volchevik".
Fougasiñ a ranet e oant chomet didrec'het war an dachenn betek fin ar brezel hag e voent trubardet gant lod eus ar bobl he-unan.