Don (Breizh)
Ar stêr Don zo ur stêr e gevred Breizh, e Bro-Naoned, adstêr d'ar Gwilun a-raok erruout e kêr Redon. 92,1 km zo dezhi.
| ||||
---|---|---|---|---|
![]() Ar stêr e Gwenvenez-Penfaou | ||||
Statud | stêr | |||
Hirder | 92,1 km | |||
Uhelder an eienenn | 92 m | |||
Kas keitat | e Gwenvenez-Penfaou 3,77 m³/s | |||
Gorread an diazad | 620 km² | |||
Bro(ioù) douret | Bro-C'hall ha Bro-Naoned (Breizh) | |||
Diazad stêrioù |
? | |||
En em daol e | Gwilen e Merzhereg (Breizh) | |||
Ledander er genoù | Gwilen | |||
Andon | Saint-Michel-et-Chanveaux, Maine-et-Loire (Bro-C'hall) | |||
Adstêrioù | ? | |||
stêr - hidrologiezh |
RedAozañ
Eieniñ a ra an Don en Anjev, e kumun Saint-Michel-et-Chanveaux e Maine-et-Loire ha redek trema Breizh, er c'hornôg.
Treuziñ a ra hanternoz Bro-Naoned, bourkioù Sant-Juluan-Gouwent, Arwerneg-Vihan hag eno e kember an Don-Bihan gantañ. Alese e tremen dre Vaezon, ha bourkioù Izeg, Trefieg ha Hentieg, ma kej gantañ dour ar stêr Gonn. Goude e tremen dindan an hent RN 137, mont betek Marzheg, Gwenvenez-Penfaou ha Merzhereg ma kej gant ar stêr Gwilun, war he lez kleiz, war harzoù an daou zepartamant Liger-Atlantel hag Il-ha-Gwilun.