Dong-a Ilbo
Dong-a Ilbo (hangeul : 동아일보 ; hanja : 東亞日報, "pemdezieg Azia ar Reter) eo kentañ kazetenn bemdeziek Su Korea. Savet eo bet er bloaz 1920 e-pad dalc'hidigezh Korea gant lu impalaeriezh Japan ; abaoe ez eo kentañ kazetenn Korea ar Su. Mirour sioul eo he zu politikel.
Dong-a Ilbo
Deiziad krouiñ | 1920 |
---|---|
Titl | 동아일보 |
McCune-Reischauer romanization | Tong-A Ilbo |
Revised Romanization | Dong-A Ilbo |
Diazezer | Kim Seong-su |
Stad | Korea ar Su |
Ezel eus | Dong-A Media Group |
Luskad politikel | tu dehoù |
Sez sokial | Dong-a Media Center |
Yezh an oberenn pe an anv | koreaneg, saozneg, yezhoù sinaek, japaneg |
Stumm ar gazetenn | broadsheet |
Oberataer | Dong-a Ilbo |
Lec'hienn ofisiel | https://www.donga.com/ |
Bemdez e vez gwerzhet 1,2 milion a skouerenn. Tud a renk uhel, pennoù ar vro ha tud hag o deus deskamant uhel eo doare al lennerien.
A-dreñv ar gazetenn Dong-A Ilbo emañ an embregerezh meur Dong-A Media Group (DAMG), un unvaniezh 16 embregerezh kleweled (Sports Dong-A, Dong-A Science, DUNet, dongA.com, hag ar chadenn skinwel Channel A)