Dourdu (Doufine)

(Adkaset eus Doufin)
Ur pennad Dourdu zo ivez.

An Dourdu (e galleg Doufine, a-wechoù Douffine pe Douphine) zo ur stêr eus Kerne, anvet ivez gwazh Pont-ar-Veuzenn. 26 km hed zo dezhi.

Dourdu

E traoñ Pont-Nevez, e Pont-ar-Veuzenn
Bro Breizh
Departamant  Penn-ar-Bed

Diazad stêrioù Stêr Aon
Gorread an diazad 138 km²

Andon

Uhelder
Roc'h Kleger
Brasparzh
~ 260 m

Hirder 26 km
Kas keitat 3,2 m³/s
Sant-Segal
Adstêrioù
• Dehoù
• Kleiz

Stêr Riwal
Dourdu

Kember Stêr Aon (dehoù)
Roskoad
Pont-ar-Veuzenn

Adstêr eo d'ar stêr Aon war he lez dehoù.

Ar stêr he daou anv

kemmañ

A-viskoazh, e-giz "an Dourdu" eo bet anvet ar stêr gant tud ar vro. Padal un dra dic'hortoz a zo c'hoarvezet pa oa deuet ezhomm d'ober gant ar galleg. War un tu, kavet e vez skridoù gallek, ofisiel zoken, a ra c'hoazh gant an anv brezhonek, merket meur a wech "Dourduff" er mod kozh. Da skouer, tresadoù savet gant burevioù meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn (e 1843 hag e 1884) a ziskouez an "Dourduff" e-kreiz an uzin[1]. Pe c'hoazh, e 1903, un diviz digant kuzul-kêr Sant-Segal (Pont-ar-Veuzenn a zo bet darn eus Sant-Segal betek 1948) : "rectification du chemin venant de la (sic) Dourduff à la gare de Pont-de-Buis"[2].

Eus un tu all, ken abred ha kartenn Cassini (war-dro 1780) e kaver an anv Doufine. Ha buan a-walc'h eo deuet ar vrezhonegerien d'ober e galleg un droidigezh war ar prim d'an anv Doufine. Roet eo bet an anv La Douphine d'ur sendikad e Brasparzh (teuzet hiziv e-metoù Triskalia). A-hend-all chomet eo an anv Dourdu, e galleg zoken, gant un adstêr eus an tu kleiz d'an Dourdu-Doufine, o tont eus Lokeored hag o c'hoari an harz etre Brasparzh ha Lannedern.

Abaoe miz Mae 2010 e vez gant pomperien-vor Brest ul lestr-rekour nevez anvet Douffine : roet eo bet an anv d'ar vag-strimpiñ dre ma tremen ar stêr dre meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn, e-lec'h ma c'hoarvez gant ar bomperien mont war sikour.

Ne vez graet gant Doufine nemet e galleg : den ne oar mat pelec'h eo bet diskoachet an anv met aner e vefe, hep mar, klask dezhañ gwriziennoù keltiek (gwelit koulskoude amañ dindan : An anv). Sed aze ur fed a yezhoniezh sosial dibar a-walc'h.

Nevez zo, eo bet kinniget gant Ofis ar Brezhoneg brezhonekaat an anv e-giz "An Doufin" (kartenn vrezhonek an Ofis, ha panell war an hent-tizh eus Kemper da Vrest, dres el lec'h m'en em daol an Dourdu er Stêr Aon).

An anv

kemmañ

Diaes gwelout an anv-gwan "du" e-barzh, met ur stumm kozh eus "don", a zo dwfn e kembraeg, e c'hellfe bezañ.

Kumunioù douret

kemmañ
  • Brudet eo an Dourdu e-touez ar besketaerien evit an dluzh gouez (fario)[3]. Magerezhioù dluzhed a gaver ivez a-hed ar stêr.
  • Enklaskoù ez eus bet en draonienn e Lopereg war-lerc'h gwazhennoù aour[4]. Fonn istimet : 4 zonenn aour.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Alain Darney, 1688/1988, La Poudrerie de Pont-de-Buis, Trois siècles d'histoire au bord de la Doufine, embannet gant an embregerezh.
  2. e : Frère Emile Pennec, Saint-Ségal, Petite commune rurale
  3. S.o. https://www.peche-en-finistere.fr/index.php/la...2/.../la-douffine‎
  4. Gwelet https://web.archive.org/web/20160304231225/http://sigminesfrance.brgm.fr/telechargement/substances/au.pdf.