Du Tchad au Rhin (1946)

Roet eo bet an anv Du Tchad au Rhin (Eus Tchad d’ar Roen) d’ur rummad 6 timbr a voe embannet e 1946 gant postoù dre-nij Bro-C’hall evit kounaat tachennoù-brezel an IIvet D.B. ("Colonne Philippe Leclerc"). Kavout a reomp aze ul lodenn eus an embannadurioù brogarour a zeu war wel goude an Eil Brezel-bed.

Timbroù Indez-Sina

E Koufra (Libia) e tarzhas an emgann e 1941, etre soudarded c'hall renet gant ar c’horonal Leclerc hag ar soudarded italian, kevredidi an Alamaned. Goude trec'h ar C'hallaoued ec'h embannas ar penn milourel Le Koufra da lavaret eo ar promesa ne baouezfe ket ar stourm a-raok dieubiñ Frañs a-bezh ( … pa vo hon livioù, hon livioù kaer, o nijal a-us da iliz-veur Strasbourg).

Skeudennaouet e oa bet soudarded c’hall war zremedaled (titl Tchad 5 lur), emgann Koufra (10 lur), emgann Mareth e Tunizia (15 lur) hag an dilestradeg e Normandi (20 lur), dieubidigezh Paris (25 lur) ha Strasbourg (50 lur).

Moullet e voe 15 gwech an hevelep rummad c’hwec’h timbr gant livioù disheñvel hervez ar vro dindan dalc’h Bro-C’hall ma voent lakaet e gwerzh eno : Afrika ar C'hornaoueg, Afrika ar C'heheder C'hall, Kaledonia Nevez, Kameroun, Gwadloup, Gwiana, Indez-Sina, tiriadoù gall en India hag en Okeania, Madagaskar, Martinik, Enez ar Reünion, Aod gall ar Somalianed, Sant-Pêr-ha-Mikelon, Wallis-ha-Futuna, ar pezh a ra 90 timbr en holl.