Dugelezh-veur Würtzburg
Dugelezh-veur Würtzburg (alamaneg : Großherzogtum Würzburg) a oa unan eus stadoù kengevread ar Roen hag a badas eus 1805 da 1814.
Hervez mellad 5 Feur-emglev Lunéville, sinet d'an 9 a viz C'hwevrer 1801, e tlee Dug-meur Toskana, Ferdinando III, leuskel gant Dug Parma, Ferdinando Iañ, « Dugelezh-veur Toskana hag ar rann eus Enez Elba a zo stag outi », hag a oa da zont da vezañ Rouantelezh Etruria. En eskemm e oa da gaout douaroù en Alamagn.