Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg
Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg (en alamaneg : Vereinigte Herzogtümer Jülich-Kleve-Berg) a oa un unaniezh teir dugelezh e-barzh an Impalaeriezh Santel : Dugelezh Jülich, Dugelezh Kleve, Dugelezh Berg.
Hiriv emañ an douaroù se-e stad Nordrhein-Westfalen, en Alamagn, evit an darn vrasañ, hag e provins Gelderland en Izelvroioù, evit an darn vihan all.
Istor
kemmañE 1423 ec'h unanas dugelezhioù Jülich ha Berg. Tostik da gant vloaz goude, e 1521, pa varvas an dug, a oa ivez kont Ravensberg, ne chomas nemet nemet e verc'h Maria von Geldern war e lerc'h. Din dan al lezenn salek n'halle maouez ebet derc'hel perc'hentiezh hep bezañ dindan ur gwaz, tad pe bried. Neuze ez eas an dugelezhioù gant he fried (ha kar a bell) Johann III, Dug Kleve ha kont Mark, evel ma oa bet raktreset pa zimezjont e 1509.
An dugelezhioù unanaet-se a rene war an douaroù a zo bremañ e Nordrhein-Westfalen, ha ne oant ket dindan Dilennerien Köln ha Münster.
Etre 1521 ha 1666 e padas an unaniezh-se.
E Prusia
kemmañEn XIXvet kantved, goude Kendalc'h Vienna e 1815, e voe adkemeret an anv d'e reiñ d'ur proviñs e Rouantelezh Prusia, etre 1815 ha 1822.