Münster
kumun alaman
- Evit implijoù all, gwelet Münster (disheñvelout).
Münster (distaget [ˈmʏnstɐ] en alamaneg) zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Nordrhein-Westfalen en Alamagn. Emañ e hanternoz ar stad alaman-se ha sellout a reer outi evel kêr-benn sevenadurel Westfalen.
Annezet eo Münster gant 270 000 den pe war-dro.
Brudet eo ar gêr peogwir e oa bet kreizenn emsavadeg advadezerien Münster, da vare an Disivoud protestant. Anavezet eo ivez dre ma oa bet sinet enni Feur-emglev Westfalen, a lakaas fin d'ar Brezel Tregont Vloaz, e 1648.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Münster gant ar c'hêrioù-mañ :
- York, Bro-Saoz, abaoe 1958
- Orléans, Bro-C'hall, abaoe 1960
- Kristiansand, Norvegia, abaoe 1967
- Monastir, Tunizia, abaoe 1969
- Rishon LeZion, Israel, abaoe 1981
- Fresno, Stadoù Unanet Amerika, abaoe 1986
- Ryazan, Rusia, abaeo 1989
- Mühlhausen, Alamagn, abaoe 1990
- Lublin, Polonia, abaoe 1991