Dugelezh Berg, a oa Kontelezh Berg etre 1101 ha 1380, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel roman german, war lez dehoù ar Roen. Düsseldorf e oa ar gêr-benn anezhi. Padout a reas eus an XIIvet kantved betek dibenn an XIXvet kantved.

Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg
war-dro 1540

E 1800 e oa 262 000 a dud oc'h annezañ 2 975 km² Dugelezh Berg.

Douaroniezh Aozañ

Edo Dugelezh Berg war lez dehoù ar stêr Roen etre Vest Recklinghausen, abati Essen, abati Werden, kontelezh Marck, dugelezh Westfalen, stad Köln, priñselezh Moers ha dugelezh Kleve.

Ouzhpenn Dusseldorf e oa kêrioù bras Elberfeld ha Barmen.

Istor Aozañ

Konted Berg, deuet war wel e 1101, a oa ur skourr eus an dierniezh Ezzonen, ganet e Lotaringia en IXvet kantved. E 1160 e voe rannet o domani ha krouet e voe kontelezh Mark, a voe adkemeret er XVIvet kantved. E 1280 ez eas lez ar gonted, a oa e Schloss Burg war lez ar stêr Wupper, da gêr Züsseldorf.

E-touez galloudekañ konted Berg e oa Engelbert II Berg, drouklazhet d'ar 7 a viz Du 1225.[1],[2] hag ar c'hont Adolf VIII Berg a voe trec'h en emgann Worringen a-enep Kontelezh Gelder e 1288.

Proviñs Jülich-Kleve-Berg Aozañ

E 1815, goude Kendalc'h Vienna, e teuas Berg da vout ur broviñs e Rouantelezh Prusia: Proviñs Jülich-Kleve-Berg. E 1822 e voe unanaet ouzh Dugelezh-veur ar Roen Izel d'ober Proviñs ar Roen.

Konted ha Duged Berg Aozañ

 
Dugelezh Berg e 1696
Kartenn gant Nicolas Sanson
 
Dugelezh-veur Berg e 1812
 
Skoed an tiegezh Berg
 
Skoed Joachim Murat
Dug-meur Berg ha Kleve

Tiegezh Ezzonen Aozañ

Tiegezh Berg Aozañ

Tiegezh Limburg Aozañ

Tiegezh Jülich(-Heimbach), konted Aozañ

A-unan gant Ravensberg

Tiegezh Jülich(-Heimbach), Duged Aozañ

A-unan gant Ravensberg (nemet e 1404–1437) ha goude 1423 a-unan gant dugelezh Jülich

Tiegezh La Marck, Duged Aozañ

Adal 1521 rann eus Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg

Tiegezh Wittelsbach, Duged Aozañ

Unanet gant Jülich ha Pfalz-Neuburg, adal 1690 gant Pfalz ivez, adal 1777 gant Bavaria ivez

Duged-veur gall Aozañ

Notennoù Aozañ

  1. Pixton, Paul B. (1995). The German episcopacy and the implementation of the decrees of the Fourth Lateran Council : 1216–1245 : watchmen on the tower. Leiden u.a. : Brill. 210 p. ISBN 978-9004102620. 
  2. Butler, Alban (2000). Butler's Lives of the Saints., New full, Collegeville (Minn.) : Liturgical Press. 56 p. ISBN 978-0814623879.