Dugelezh Savoia
(Adkaset eus Dugez Savoia)

Dugelezh Savoia zo un dugelezh kozh dizalc'h etre Bro-C'hall ha Piemonte hag a voe egin Stadoù Savoia. E 1713 e teuas da vout Rouantelezh Sardigna, hag a voe rannet etre Bro-C'hall hag Italia e 1860.



Proviñsoù Aozañ
Meur a broviñs a oa e dugelezh Savoia.
Proviñsoù | Bloaz an unaniñ da Dugelezh Savoia | Kêr-benn istorel |
---|---|---|
Savoia[1] | deroù an XIvet | Montmélian, goude Chambéry |
Maurienne | deroù an XIvet | Saint-Jean-de-Maurienne |
Tarentaise | deroù an XIvet | Moûtiers |
Genevois | 1401 | Annecy |
Faucigny | 1355 | Cluses, goude Bonneville |
Chablais | deroù XIvet | Thonon-les-Bains |
Kêr-benn Aozañ
Istor Aozañ
E 1860, gant ar Risorgimento italian hag an hollvouezhiadegoù evit an unvaniezh en Italia e voe unanet stadoù Italia ha roet ar gurunenn da roue Sardigna, Victor-Emmanuel II de Savoie, gant skoazell an impalaer gall Napoleon III.
D'an 22 a viz Ebrel 1860, pa voe embannet Feur-emglev Torino a-c'houde un hollvouezhiadeg (130 533 "ya" / "ya ha takad frank" ouzh 235 "nann"), e voe roet dugelezh Savoia da Vro-C'hall ha rannet etre daou zepartamant gall : Savoie hag Haute-Savoie.
Roll Duged Savoia Aozañ
Notennoù Aozañ
- ↑ Savoie Propre e galleg.