Ebony and Ivory (Ebena hag Olifant e brezhoneg) zo ur ganaouenn gant ar c'haner-sonaozer saoz Paul McCartney. Daouzekvet ha diwezhañ kanaouenn (war-lerc'h Dress Me Up as a Robber) e bevarvet albom solo (Tug of War an anv anezhañ), padout a ra-hi 3:43.

Istor ar ganaouenn kemmañ

Savet e oa bet ar ganaouenn-mañ en he fezh gant McCartney hag enrollet a-gevret gant Stevie Wonder en ur studio.
Da gentañ-penn e oa deuet e-maez, d'an 29 a viz Meurzh 1982, war ur bladennig-arc'hant ar ganaouenn Rainclouds war an tu B anezhi, a-raok bezañ adembannet miz war-lerc'h, d'ar 26 a viz Ebrel, en albom Tug of War.

Awenet e vije bet McCartney gant komzoù ("black notes, white notes, and you need to play the two to make harmony, folks !") an arzour iwerzhonat Spike Milligan. Petra bennak ma komz an oberour eus touchennoù gwenn ha du klaouier ur piano, n'haller ket chom hep kompren ez eus anv eus an unvaniezh kenetre holl ouennoù hor bed war un dro. Kement-mañ a zispleg fraezh abalamour da betra e oa bet berzet Ebony and Ivory e Suafrika e-lec'h ma rene an apartheid c'hoazh.

Ma reas berzh bras ar ganaouenn er bed a-bezh pe dost e oa bet labezet gant kanvarnourien 'zo hag a gave dezhe e oa nemet un oberennig dister e-skoaz brud an daou ganerien. Padal, evit ar pezh a sell ouzh ar c'hanaouennoù bet skrivet gant McCartney war-lerc'h e brantad Beatles ez eo chomet evel an eilvet a-fed padelezh he berzh, just war-lerc'h... Hey Jude !

Liamm diavaez kemmañ