Eburodunum
Eburodunon, pe Eburodunum e latin, zo ul lec'hanv keltek.
Gerdarzh
kemmañ- Savet eo diwar ar ger eburo- stank en tudanvioù galianek ( Eburus, Eburo, Eburius, etc.) ha lec'hanvioù (Eburo-dunum > Yverdon, Embrun ; *Eburo-ialon > Avreuil, Ébreuil ; *Eburiacon > Évry, Ivry, etc.), Eburobrittium, ha marteze en anvioù Evreux, Evron, Evrann, ha York (Eboracon), hag Évora.
Hervez gouizieion zo e ra dave d'an ivin (gwez) : pobl an Eburovices a vije bet « ar re a drec'h dre an ivin », koad d'ober o armoù, gwaregoù dreist-holl. Hervez tud all e ra dave d'an hoc'h-gouez[1].
Lec'hioù
kemmañBez e oa anv kozh
- Brno, e Tchekia
- Embrun, Hautes-Alpes, e Bro-C'hall
- Yverdon-les-Bains, e Suis
Pennadoù kar
kemmañ- Eburones, pobl kelt etre Roen ha Meuse, e Limbourg.
- Aulerci Eburovices, pobl kelt war-dro Evreux, e Normandi.
- lec'hanvioù Galia
Notennoù
kemmañ- ↑ Xavier DELAMARRE, Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, 2003, p. 159-160